Lino Ventura

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Lino Ventura, bet ganet Angiolino Giuseppe Pasquale Ventura e Parma (Emilia-Romagna, Rouantelezh Italia d'ar mare-se) d'ar 14 a viz Gouere 1919 hag aet da Anaon e Saint-Cloud (Hauts-de-Seine, Bro-C'hall) d'an 22 a viz Here 1987, a oa un aktour sinema italian. Daoust ma c'hallege mat-tre e chomas feal ouzh e vroadelezh italian e vuhez-pad.

Ne chomas ket pell da vevañ en ur vro ma oa bet fiziet ar galloud er rener faskour Benito Mussolini abaoe an 31 a viz Here 1922 hag e 1927 e tivroas da Vro-C'hall gant e vamm. Un nebeud bloavezhioù kent e oa aet kuit e dad — Giovanni Ventura — da Bariz da labourat evel beajour kenwerzh. Kollet roud e dad ne voe ket nag e vamm na Lino diwezhatoc'h evit e adkavout.

Meur a vicher a voe graet gantañ a-raok mont da c'hourener gresian-ha-roman a-vicher (aet da gampion Europa e miz C'hwevrer 1950 evel Lino Borrini, anv plac'h yaouank e vamm) ha, da-heul, da gatchour. Gwallc'hloazet da-geñver ur c'hrogad d'an 31 a viz Meurzh 1950 e voe ret dezhañ dilezel ar sport-mañ evit gwir. Dre zegouezh-kaer eo ez eas e 1953 e darempred gant ar filmaozer Jacques Becker edo war glask un italian korfet-mat evit delc'her roll Angelo Fraisier en e film Touchez pas au grisbi : roet ar roll dezhañ en devoe Ventura ar blijadur da gregiñ gant ur vicher nevez o c'hoari a-gevret gant steredenn ar mare, Jean Gabin e-unan. Hep goût dezhe e kroge ivez war un dro ur vignoniezh kreñv hag a badas betek marv Gabin e 1976.

D'an 8 a viz Genver 1942 ec'h euredas da Odette Lecomte (1919-2013) en devoe pevar bugel diganti. Nammet a-vihanik e verc'h Linda, bet ganet e 1958, e voe krouet ar gevrevidezh a garitez Perce-Neige gantañ e 1966 da reiñ sikour d'an dud nammet en o spered.

Paotr ar skinwel ne voe ket Lino Ventura dre na gemeras perzh nemet e daou film : Deux Romains en Gaule (1967, sevenet gant Pierre Tchernia) ha The Sword of Gedeon (1986, sevenet gant Michael Anderson).

E filmoù er sinema[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1950-1959 : ur film warn-ugent[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1960-1969 : seizh film warn-ugent (eizh ha daou-ugent en holl)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1970-1979 : triwec'h film (tri-ugent en holl)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1980-1989 : eizh film (eizh ha tri-ugent en holl)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.