Olympia (Pariz)

Ur sal sonerezh eo an Olympia. Homañ eo ar sal music-hall goshañ ma vez c'hoazh dalc'het abadennoù e Pariz (28, boulevard des Capucine). Digoret e voe ar sal e 1893 gant La Goulue, dañserez cancan. Kantoù a arouzourien zo bet gwelet war leurenn an Olympia abaoe. En o zouez Edith Piaf, Mistinguett, ar c'hoarezed Goadeg, Alan Stivell (teir gwezh), Gilbert Bécaud (tregont gwezh), Johnny Hallyday, Renaud, Madonna, etc. Plas zo evit tost da 2000 a dud enni.
Pladennoù enrollet en Olympia gant tud vrudet e Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1972 : À l'Olympia (pladenn Alan Stivell)
- 1973 : À l'Olympia (Ar c'hoarezed Goadeg)