Al-Ghazali

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Abū Ḥāmid Muḥammad ibn Muḥammad al-Ghazālī (c. 5 a viz Gouere 1057 - 19 a viz Kerzu 1111) (ابو حامد محمد ابن محمد الغزالی e perseg), anvet ivez Algazel e kornôg Europa, a voe ganet ha marvet e Tus, e Persia. Bez' e oa un doueoniour muzulmat, ur gwiraour, ur prederour, ur steredoniour, hag ur c'hevrinour. Unan eus brasañ lenneien ar bed muzulmat eo.

Sellout a reer outañ evel unan eus ar re gentañ a bledas gant an amgredoni hag an amzivin. Gant e skridoù e tegasas kemm d'ar brederouriezh vuzulmat, a oa levezonet gant prederouriezh Henc'hres araozañ (skrivañ a reas al levr Dislavarioù ar filozofourien -Tahāfut al-falāsifa - a-enep da Avisenna). Lakaat a ra e-kreiz e breder meizad un Doue krouer ha pennkaoz a bep tra a c'hoarvez (ha dre se mennozh ar burzhudoù) ha mennozh ur vuhez en tu all d'ar marv.

Al-Ghazali a seller outañ a-wechoù, e broioù ar reter kement hag e broioù ar c'hornôg, evel ar muzulmad pouezusañ goude ar profed Mohammed. E levr pennañ, Ihya' `Ulum al-Din (Advevadur skiantoù ar feiz) a vez sellet outañ gant tud 'zo e-giz "un hollad eus ar gwir gredenn vahomedat"[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Carra de Vaux, Gazali, Paris, 1903, p. 49 : "la Somme du mahométisme orthodoxe".



Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.