Julia Domna

Eus Wikipedia
Julia Domna
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhHenroma Kemmañ
Praenomentalvoud ebet Kemmañ
NomenJulia Kemmañ
Deiziad ganedigezh2. century Kemmañ
Lec'h ganedigezhHoms Kemmañ
Deiziad ar marv217 Kemmañ
Lec'h ar marvAntioch Kemmañ
Doare mervelEmlazh Kemmañ
Lec'h douaridigezhCastel Sant'Angelo Kemmañ
TadJulius Bassianus Kemmañ
Mammtalvoud dianav Kemmañ
Breur pe c'hoarJulia Maesa Kemmañ
PriedSeptimius Severus Kemmañ
BugelCaracalla, Publius Septimius Geta Kemmañ
FamilhSeveran dynasty Kemmañ
GensJulia gens Kemmañ
Micherprederour Kemmañ
KargImpalaerezed Roma Kemmañ
PrantadImpalaeriezh roman uhel Kemmañ
Pennad adlennet 19 EBR 19
Pennzelwenn Julia Domna
Mirdi al Louvre

Julia Domna (160217), ganet e proviñs roman Syria, a oa eil pried an impalaer roman Septimius Severus, a renas eus 193 da 211.

He zad a oa beleg meur an doue Elagabalus, e kêr Emesa, e Siria. Ur c'hoar henañ he doa, anvet Julia Maesa.

« Kaer, youl uhelaat enni, speredek, dieub war buhezegezh kement ha doare » a veze lavaret diwar he fenn.

Entre 185 ha 187, un diouganer a lavaras dezhi e timezje d'un den hag a vije impalaer. Kement-se a vroudas Septimius Severus, prokonsul Gallia Lugdunensis, ha jeneral al Legio IIII Scythica, d'he c'hemer da bried.

Eured[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Septimius Severus, en doa bet div verc'h gant e wreg kentañ, Paccia Marcianna, a oa intañvet pa gemeras Julia Domna da eil gwreg e 187. Daou vab o doe : Septimius Bassianus (Caracalla) ha Publius Septimius Geta.

En 193, e voe anvet Septimius Severus da impalaer gant e soudarded e Panonia, ha Julia Domna a voe anvet da Augusta, ha skoet he dremm war pezhioù moneiz.

Savet e voe da Augusta, impalaerez, ha lesanvet Demeter Nevez, Hera Romania, Virgo Caelestis. Dre ma heulie he fried e kement lec'h ma yae hennezh e veze lesanvet Mater castrorum, da lavarout eo "Mamm ar c'hamp".

Intañvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Marv Geta etre divvrec'h e vamm, gant Jacques Pajou, Staatsgalerie, Stuttgart, Alamagn.

Goude marv he fried e 211 e savas a-enep rannañ an impalaeriezh etre he daou vab, Geta ha Caracalla, hag e renas ganto. Gwashaat a reas an darempredoù etre an daou vreur. Soudarded Caracalla a lazhas e vreur etre divvrec'h e vamm. Julia a gendalc'has da ren gant he mab Caracalla. Evel en amzer he fried Septime Sévère ez eas Julia Domna da-heul troioù-brezel he mab da Germania, Azia, egipt, Siria. Kaozioù a veze diwar-benn ar c'houblad, ha gant barzhed Alexandria e veze graet ur Jocaste anezhi, diwar batrom mamm Œdipos .

E 217 e voe muntret Caracalla gant Macrinus e Partia, hag harluet e voe Julia Domna da Emesa, he bro c'henidik. Eno e varvas diwar krign-bev ar vronn, glac'haret ha marnaoniet[1]. Krediñ a reer en em lazhas pa glevas e oa bet drouklazhet Caracalla.

Goude he marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

He c'hoar henañ Julia Maesa a gemeras ar galloud bloaz goude he marv[2],[3]. Korf Julia Domna a voe kaset da Roma ha lakaet er Sepulcrum C. et L. Caesaris (marteze ur pezh eus Mausoleon Augustus). Diwezhatoc'h avat e voe lakaet he relegoù, ha re he mab Geta, gant Julia Maesan, e Mausoleon Hadrian[4].

He buhezegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Herodianus hag Aurelius Victor he devoa bet aferioù gant he mab Caracalla.

  En em ziskouez a reas noazh dirak Commodus, oc'h ober van. Hemañ da lavarout ː « Plijout a rafe din kemer, mar bijen aotreet da ober. »

Hag hi da respont ː « Plijout a ra se dit ? Holl ar galloud zo ganit. »  

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains – 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C, Éditions Errance, 2009 (ISBN 978-2-87772-390-9)
  2. Salisbury, Joyce E. (2001). Encyclopedia of Women in the Ancient World. ABC-CLIO. 183 p. ISBN 9781576070925. 
  3. Burns, Jasper (2006). Great Women of Imperial Rome: Mothers and Wives of the Caesars. Routledge. 209 p. ISBN 9781134131853. 
  4. Cassius Dio — Epitome of Book 79.