Mont d’an endalc’had

Isis

Eus Wikipedia
Isis
stt
H8
Aset pe Iset (ȝs.t)

Isis eo an anv a orin gresianek a roer da Aset pe Iset, doueez gwarezerez ha salvus e mitologiezh Henegipt. Ezel eo eus Navad Bras Iounou.

Seblantout a ra e oa personeladur an tron gwezhall. E anv egiptat e hieroglifoù Egipt a dalvez "an azezenn". En enskrivadurioù e veze diskouezet da gentañ dindan stumm ur vaouez gant ur gador a dalvez dezhi da goef.
Diwezhatoc'h e cheñchas an doare d'he zaolenniñ. Gwelet e vez dindan stumm ur vaouez dezhi kerniel ur vuoc'h a bep tu d'ur skant a arouez al Loar ; arabat eo neuze he droukveskañ gant Hathor, a oa doueez ar garantez, ar gened, ar sonerezh, ar vammelezh hag al levenez.

"Opera ar sonerien" a voe graet eus Isis abalamour d'ar binvioù-seniñ niverus zo talvoudekaet a bep eil. Meuliñ a ra klod Loeiz XVI hag e drec'hoù en Izelvroioù. Talvezout a ra ar boan menegiñ laz-kanañ ar "Grenerien".
  1. (fr) Auguste de Villiers de L'Isle-Adam (1862) : Isis , CSIPP, 2017(ISBN 978-1-5465-5036-5)
  2. "Sais" en henc'hresianeg, "Sa al-Hagar" en arabeg hiziv, a oa ur geoded henegiptat war glann gleiz delta ar stêr Nil.
  3. (fr) Jurgis Baltrušaitis (1985) : Les Perspectives dépravées / 3 – La Quête d'Isis : essai sur la légende d'un mythe, Flammarion, 1999 (ISBN 978-2-08-081628-3)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg