Gwenn-erc'h hag ar seizh Korrig
Gwenn-erc'h hag ar seizh Korrig zo ul levr-bugale embannet gant Al Liamm e 1957, dezhañ an niverenn 10 er rummad Levrioù ar vugale, da gontañ marvailh Gwennerc'h.
Levrig Al Liamm
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eo ket merket eus pelec'h e teu ar gontadenn, na gant piv e oa bet savet ar skrid brezhonek. Marteze gant Per Denez, a lenner e anv war ul levr all eus an dastumad, An ti bara-mel, embannet e 1963, ha dezhañ an niverenn 10 er rummad Levrioù ar vugale.
Kemmoù hervez ar skrid orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sklaer eo ez eo un doare daskemmet eus ar gontadenn brudet a oa bet embannet e levr ar Vreudeur Grimm e 1812.
Met n'eo ket o istor a gaver el levr: disheñvel eo an deroù ha fin an istor. Ha se zo kaoz marteze ne weler ket o anv war al levr.
En deroù ez eus kaoz eus ur vran lazhet, da aroueziañ al liv du, a zo aroueziet gant liv koad-ebena framm ar prenestr er gontadenn orin.
Embannadur 2010
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un embannadur all zo bet graet gant TES e 2010, levr ha pladenn. Daskemmet eo an anv, ha n'eo ket displeget perak.
Kemmet eo bet skrid 1957 ivez, eeunaet ha leonekaet splann (bran zu e-lec'h bran du a-raok), gant roudoùigoù eus rannyezhoù all. N'eus anv ebet eus aozerien ar skrid avat, pa lenner anvioù an dud a glever o mouezhioù er bladenn, ha hini an dresourez, Maria Menguy.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwenn-erc'h hag ar seizh Korrig, Levrioù ar vugale, Al Liamm, 1957.
- Gwenn Erc'h hag ar seizh korrig, skrid ha pladenn CD, TES, 2010. Eeunaet diwar skrid Al Liamm.
- Gwenn-erc'h hag ar seizh korrig, kontadenn gant Tudual Audic, en dastumad Anken, Al Liamm, 2011.