Geneviève Asse

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Geneviève Asse, 1995

Geneviève Asse (1923-2021), Geneviève Bodin hec’h anv en ti-kêr, a oa ul livourez hag un engravourez vreizhat, brudet evit ar « glaz Asse ».

Geneviève Anne-Marie Bodin a oa ganet e Gwened d'ar 24 a viz Genver 1923. Studierez e voe e Skol vroadel uhel an Arzoù-kinklañ e Pariz etre 1940 ha 1942. Kemer a reas perzh ar Rezistañs hag ambulañserez e oa en arme. Goude ar brezel e oa mignonez gant livourien ha barzhed evel Samuel Beckett, Georges Braque, Nicolas de Staël. A-bouez e oa ar frankiz eviti.

Livourez ar sklêrijenn hag an treuzwel e oa. Brudet eo dre ma implije dreist-holl al liv glas war daolennoù bras. "Ret eo labourat kalz evit bezañ livour, meur a vuhez vefe ezhomm evit lavarout tout ar pezh zo da lavarout", emezi [1]. Awenet e oa gant natur he bro c'henidik : "Awenet on bet gant Breizh, se en deus lakaet ac'hanoc'h da vezañ livourez. Disavet on bet e-kreiz ar gwez-avaloù hag e foñs an natur (..) treuziñ a raemp ar parkeier evit mont war bord ar mor." [2]. Un ti hag ul labourva he doa war Enizenac'h.

Mervel a reas d'an oad a 98 bloaz d'an 11 a viz Eost 2021 en Ostel evit an dud vac'hagnet e Pariz.

Un nebeud oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • "Fenêtre" (1955) e dastumad ar Greizenn Pompidou
  • "Mor Atlantel IV" (Atlantique IV), 1991
  • "Mein-sav" (Stèles), 1992-1999
  • "Arvorig" (Armorique), 1997
  • "Mintinvezh" (Matin), 2013
  • gwerennoù-livet Iliz-chabistr Lambal
  • ul lodenn eus gwerennoù-livet Iliz-veur Saint-Dié-des-Vosges

Un nebeud diskouezedagoù berrbad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kilsell e Mirdi Arz modern Pariz, 1988
  • Geneviève Asse, peintures, Kreizenn Pompidou, 26 a viz Even - 9 a viz Gwengolo 2013
  • Mirdi an Arzoù-kaer Lyon, 2015
  • Poldred Geneviève Asse gant Philippe de Poulpiquet, Mirdi an Arme - Ostel milourel an dud vac'hagnet, Pariz, 2020

Un nebeud diskouezedagoù pad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Enorioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kroaz ar Brezel 1939-1945
  • Kroaz vras al Lejion a enor e miz Genver 2014 (dekred an 31 a viz Kerzu 2013)
  • un timbr gant ar Post gall e 2017

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Geneviève Asse, La pointe de l'oeil, Marie-Cécile Miessner, Marie Françoise Quignard, Bibliothèque Nationale De France, 2002, ISBN 9782717721850
  • Geneviève Asse, Silvia Baron Supervielle, Jean Leymarie, Éditions Palantines, 2004, ISBN 2911434404
  • Genevieve Asse, Donation et dessins, Christian Briend, Isabelle Ewig, Ba, Somogy, Coédition Musée, 2013, ISBN 9782757206683

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Hors-champs, abadenn Laure Adler, France Culture, 05/05/2010.
  2. Hors-champs, abadenn Laure Adler, France Culture, 05/05/2010.