Prenestr

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
« Maouez yaouank o tresañ ur vleunienn » gant Louise-Adéone Drölling, war-dro 1821.

Ur prenestr (prenestroù ha prenester el liester) zo un digor e moger pe toenn un ti, pe un nor, gant ur werenn pe get, evit kaout sklerijenn naturel pe aveliñ ur sal. Prenestroù a vez ivez er c'harbedoù.

Stalaf a vez graet eus al lodenn fiñvus hag a ra ur c'horn gant ar voger a-sonn. E koad, mein mañsonet, brikennoù (adalek an XIXvet kantved) pe veton (e kreiz an XXvet kantved) e vez toul ar prenestr. E koad, aluminiom pe PVK e vez ar stern. En nec'h e kaver ar gourin graet e koad pe vaen. Ur gael a c'hall bezañ lakaet e toul ar prenestr, pe ur stign-fubu. Stalafioù ouzhpenn a c'hall bezañ ivez evit en em wareziñ ouzh an heol, an avel pe ar selloù eus an diavaez.


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.