Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn

Eus Wikipedia
Ar jeneral Bonaparte dirak bodad kuzul ar pemp kant (taolenn gant François Bouchot)

Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn, er bloavezh VIII (9 a viz Du 1799), kaset da benn gant Napoleon Bonaparte hag e harperien, a zo un darvoud istorel a lakaas fin d'ar Bodad-ren ha d'an Dispac'h gall, anezhi derou mare Ren ar Goñsuled[1] a bado betek 1804 pa voe anvet Napoleone Buonaparte da impalaer an Impalaeriezh c'hall kentañ.

Ar steuñv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn VIII a zo bet aozet e ti Joséphine de Beauharnais, er straed Chantereine e Pariz, hiziv-an-deiz etre straed an trec'h ha straed Châteaudun.

Pazennadur an taol-stad a zo bet rakwelet evel-henn :

  • Napoléon Bonaparte a vezo e penn al lu evit ma vije urzh er gêr-benn Pariz hag er bodadoù.
  • Ar bodadoù a vezo dilojet da Saint-Cloud gant digarez un arvar Jakobin (Abaoe 1789, ar bodadoù a zo dindan evezh strizh ha nerzh feuls pobl Pariz).
  • Pobl Pariz a zo lakaet a-gostez dre dilojañ ar bodadoù gant al lu tro-dro.
  • Kêr Pariz a vezo enkelc'hiet gant al lu hag an nerzh polis e-karg difenn d'an dud da vont gant ar straedoù. Ne vije ket posupl ken da fiñval dre ar gêr met ivez d'ober mont-ha-dont etre Pariz hag ar peurrest eus ar vro.
  • D'an 19 a viz ar Vrumenn bloavezh VIII (10 a viz Du 1799) e vefe darn an darvoudoù e Saint-Cloud.

Ragaozadurioù an taol-stad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emmanuel-Joseph Sieyès a zo enaouer pennañ taol-stad an 18 a viz Brumenn bloavezh VIII. Ar c'hoant a oa savet ennañ da reiñ lam da Vonreizh ar bloavezh III, siwazh dezhañ e vije ret da c'hortoz dre ma ne c'hell ar vonreizh-se bezañ kemmet nemet bep 9 bloaz. Setu penaos e sav ar soñj da seveniñ un taol-stad. An aotrou Sieyès n'eo ket paotr ar gwall-skouerioù, onest eo ha ne glask ket bezañ mestr war ar Reveulzi evit e vrud memes ma fell dezhañ kaout ur post uhel er renad politikel nevez a vefe goude an taol-stad.

Napoleon Bonaparte a zo harpet gant darn eus al lu c'hall
  • Evit kaout harp al lu e kav Napoleon Bonaparte hag a zo azeulet gant ar soudarded ha gant ar bobl[2]
  • Talleyrand a vezo implijet dre e rouedadoù-tud evit plantañ bec'h war lod (prenet e vezo drezañ an aotrou Barras un eskemm sammad arc'hant a-enep e zilez) pe kendrec'hiñ reoù all da vont etrezek hent an taol-stad.
  • Sieyès en deus harp Kuzul ar re henañ hag a vo a-du da fiñval ar c'huzulioù etrezek Saint-Cloud.
  • Ret eo e zafe da netra ar Bodad-ren evit ma vefe ur redi da sevel ur vonreizh nevez, Sieyès, Roger Ducos ha Barras a ro o zilez. An daou renerien a chom ar jeneral Jean-François Moulin hag ar Jakobinour sioul Louis Gohier a zo lakaet dindan evezh strizh.

Dirolladur an taol-stad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

17 a viz ar Vrumenn bloavezh VIII[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 17, mintin abred, penn milourel Pariz, rejimantoù ar gwarnizon, adjudanted an 48 kevrenn a zo galvet d'en em vodañ an devezh war-lerc'h da 7 eur mintin e straed Chantereine, hiziv-an-deiz etre straed an trec'h ha straed Châteaudun, lec'h ma oa lojeiz Napoleon Bonaparte.

18 a viz ar Vrumenn bloavezh VIII[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

7 eur

Ofiserien uhel niverus gant o unwiskoù lid a erru e ti Napoleon Bonaparte, straed Chantereine (adanvet en e enor rue la Victoire). Bonaparte a zegemer anezho en ur livañ ur skeudenn eus Bro-C'hall du-pod: ar re « pékins », an « avocaillons » o dije lakaet ar Frañs da vont d'ar strad.

Goude an Taol-stad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Alegorienn an 18 a viz Brumenn pe ar Frañs saveteet taolenn gant Antoine-François Callet, 1801

Lakaet e vez war-raok en deus Napoleon Bonaparte saveteet ar Frañs. Deiziadoù kentañ Ren ar Gonsuled a vezo diazezet war ar mennozh-se.

Pobl Pariz a ijin un droienn fentus: "Na petra zo er vonreizh? Bonaparte zo e-barzh...". Napoleon Bonaparte ne oa ur c'hleze nemetken er steuñv hag hervez selloù enaouerien an taol-stad met siwazh dezho, taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn a zo evit an holl (a-du pe get) oberenn Bonaparte. Gwelet e oa an aozadur politikel nevez evel unan savet ha frammet tro-dro dezhañ nemetken.

Diskleriet e voe gant Napoleon an deiz-se: "Keodedourien, ar Reveulzi a zo stabilaet adal ar pennaennoù a zo bet mammenn, echuet eo"[3].

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Jean Tulard, Le 18 Brumaire. Comment terminer une révolution, Perrin, Pariz, 1999. (ISBN 2262012210)
  • Jacques-Olivier Boudon, Histoire du Consulat et de l'Empire, Perrin (511 pajenn), dastumadenn Tempus, 20 a viz C'hwevrer 2003 (ISBN 2262020051)
  • Jean-Paul Bertaud, Le Consulat et l'Empire: 1799-1815, Armand Colin (211 pajenn), dastumadenn Cursus, 17 a viz Eost 2011 (ISBN 2200330391)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. http://www.herodote.net/9_novembre_1799-evenement-17991109.php.
  2. http://www.napoleonicsociety.com/french/18brumaire.htm.
  3. « Citoyens, la révolution est fixée aux principes qui l'ont commencée ; elle est finie ! »