Childerig II
Childerig II (war-dro 654-55 – 675) a oa roue Aostrazia adal 662 ha roue Neustria ha Burgondia adal 673, d'e 8 vloaz, betek e varv, gant-se e oa roue nemetañ ar Franked en daou vloaz diwezhañ e vuhez.
E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Eil mab ar roue Klovis II hag e bried Balthilda (Santez Batilda) e oa. Mab-bihan e oa d'ar roue Dagobert Iañ ha d'ar rouanez Nanthild.
Chlothar III a oa e vreur henan. En e vugaleaj edo ar galloud gant Wulfoald maer ar palez.
En 673, diskaret e vreur Thierry III, e stagas Childerig II da unvaniñ rouantelezhioù Franked Neustria hag Aostrazia dindan e c'halloud. Lakaat a reas e vreur e manati Sant-Denez d'e ziwall diouzh an diskarerien. Evel kuzulier e kemeras Léger eskob Autun.
En 674 e savas an eskob a-enep-krenn da eured ar roue gant e geniterv Bilichilde. Ha Childerig, droug ennañ, da vac'hañ Léger e manati Luxeuil.
Ne oa Childerig nemet 20 vloaz, ha divugel e oa. E vreur Thierry III a renas war e lerc'h.