Mont d’an endalc’had

Teodorig III

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Thierry III)
Pennadoù Teodorig ha Thierry zo ivez.
Teodorig III
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezhioù ar Franked Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denTheudoricus Kemmañ
Anv-bihanTeodorico, Thierry, Theudoricus Kemmañ
Titl noblañsRoue ar Franked, Roue ar Franked Kemmañ
Deiziad ganedigezh650s Kemmañ
Lec'h ganedigezhtalvoud dianav Kemmañ
Deiziad ar marv691 Kemmañ
Lec'h ar marvtalvoud dianav Kemmañ
Lec'h douaridigezhArras Kemmañ
TadHlodwig II Kemmañ
MammBathilde Kemmañ
Breur pe c'hoarChilderig II, Chlothar III Kemmañ
PriedHrotildis Kemmañ
BugelHlodwig IV, Childebert IV, Chrodelind von Franken Kemmañ
KarChlothar IV, Bertrada Prüm Kemmañ
FamilhMeroveed Kemmañ
Michermonark Kemmañ
KargRoue ar Franked, Roue ar Franked, Roue ar Franked Kemmañ
Lec'h labourPariz Kemmañ
Floruit7. century Kemmañ

Teodorig III, anvet Thierry III e galleg a-vremañ (war-dro 657691), a voe roue ar Franked e Neustria e 673 hag eus 675 betek 679, ha goude roue an holl Franked eus 679 betek e varv e 691.

Mab diwezhañ ar roue Hlodwig II hag ar rouanez Bathilde e oa. Ren a reas war-lerc'h e vreur henañ Hlotar III e 673.

Maer e balez e oa Ebroin, hag enebourien en devoa e-touez ar Franked a renk uhel. Un irienn a voe enep dezho o-daou, touzet e voe o fennoù, ha kaset e voent da bep a vanati. Ha setu Childerig II lakaet da roue Aostrazia.

Daou vloaz goude e voe lazhet Childerig gant uhelidi. Ha setu Teodorig III galvet en-dro eus manati Sant-Denez ha lakaet da roue ar Franked e Saint-Cloud. Hag Ebroin er-maez eus e vanati ivez, hag eñ ha goulenn ar garg a vaer ar palez ha sevel un arme a-enep maer ar palez, Leudesius. Ha Leudesius da dec'hel gant ar spont, hag ar roue Teodorig gantañ. Hag Ebroin da gemer ar galloud, da lazhañ Leudesius ha da lakaat Hlodwig yaouank da roue, war zigarez, hervezañ, e oa mab da Hlotar III. Den n'eas d'e heul, ha neuze e tremenas Ebroin gant ar garg a vaer ar palez, Teodorig a zistroas da roue, hag a bardonas dezhañ.

E 678 e voe ur sened eskibien, aozet gant Teodorig, da varn Léger, eskob Autun, tamallet gant Ebroin da vezañ drouklazhet ar roue Childerig II. Prouenn ebet ne oa a-enep da Leger, met dieskobet e voe, ha kondaonet d'ar marv gant ar roue.

E 679, goude marv maer ar palez, Wulfoald, en em savas uhelidi Aostrazia, kaset gant Martin ha Pepin Herstal. Hag Ebroin ha Teodorig da sevel un arme, ha da vont da drec'hiñ soudarded Aostrazia e Lucofao.

En 680 e voe drouklazhet Ebroin gant Ermenfred, ha bec'h adarre war Neustria.

Thierry a varvas e 691, d'an oad a 34 bloaz.

Daou vab en doa bet digant ar rouanez Hrotildis : Clovis ha Childebert.

War e lerc'h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E vab Hlodwig IV a renas war e lerc'h.