Pepin Herstal

Eus Wikipedia

Pepin Herstal pe Pepin II, pe Pepin Yaouank, pe Pepin Dev, (war-dro 653- 16 a viz Kerzu 714) a oa maer ar palez en Aostrazia. Mab e oa da Ansegisel (a oa mab da sant Arnoul) ha Begga, merc'h da Pepin Landen.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa e Herstal Perc'henn bras e oa, kalz a dud dindanañ, hag alese e teue e nerzh ha hini e ziskennidi. Evezhiekoc'h eget e eontr Grimoald Iañ e oa ha ne glaskas ket lakaat tud eus e diegezh e-lec'h ar Veroveidi.

Met war-lerc'h lazhidigezh Dagobert II gant Ebroin e kemeras penn an noblañsed aostrazian. Emsevel a reas a-enep Ebroin, maer ar palez, hag aloubiñ Neustria, met trec'het e voe e-kichen Laon.

War-dro 670/675 e timezas da Plektrudis ha daou vab o doe:

Ur bern madoù a zegasas d'he fried, ar pezh a voe ur skoazell vras dezhañ en e vrezelioù ouzh Franked Neustria

Ur serc'h en doa ivez, Alpaida hec'h anv, ha daou vab he doa:

War-lerc'h marv Ebroin en 681 e reas ar peoc'h gant Waratton, maer ar palez e Neustria, hag e anavezas Thierry III evel roue. Neuze e vroc'has ouzh Berchaire, deuñv Warattonha maer ar palez war e lerc'h. Faezhet e voe armeoù Neustria gantañ e Tertry e 687.

Neuze, goude anavezout Thierry III adarre, e voe lakaet da maer ar palez evit ar rouantelezh frank en he fezh ha gouarn a reas anezhi betek e varv. Skoazellañ a reas avielerien germania, ha sujañ an Alamanned, pobloù Friz ha Frankonia.

Mervel a reas d'ar 16 a viz Ebrel 714 e Jupille (Belgia).

Goude e varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War e lerc'h e voe kemeret ar galloud gant e vastard Karl Martel, rak marvet e oa e vibien Drogon Champagn ha Grimoald II, petra bennak ma klaskas e wreg Plektrudis reiñ harp d'he mibien-vibien Thibaut, Arnoul ha Hugues. .

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]