Frañsez II (Bro-C'hall)

Frañsez II, roue Bro-C'hall, a oa ganet e Fontainebleau, d'an 19 a viz Genver 1544 - ha marvet en Orleañs, d'ar 5 a viz Kerzu 1560. Ren a reas etre 1559 ha 1560. Mab henañ Herri II, roue Bro-C'hall ha Caterina de' Medici e oa.
Dimezet e oa bet d'e bemp bloaz da Vari Stuart, rouanez Bro-Skos ha merc'h-vihan Claude Loren (1496-1550), 1añ dug Guise. E 1558 e voe graet an eured hag e teuas da vezañ roue Skos. Kurunennet e oa bet roue Bro-C'hall d'e bemzek vloaz, goude marv Herri II, marvet a-daol-trumm, d'an 10 a viz Gouere 1559.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En e raok: Herri II |
Roue Bro-C'hall ![]() 1559 – 1560 |
War e lerc'h: Charlez IX |