Caterina de' Medici

Eus Wikipedia
Caterina de’ Medici (war-dro 1555)
Poltred Caterina de' Medici. Gwisket eo gant ur jav-sae.

Caterina de' Medici (1519-1589) zo ur briñsez italian, ganet d'an 13 a viz Ebrel 1519 e Firenze, ha marvet d'ar 5 a viz Genver 1589 e kastell Blois, a zo anavezet en istor gall evel Catherine de Médicis.

Merc'h e oa da Lorenzo II de' Medici (1492-1519), dug Urbino, ha da Madeleine de la Tour d'Auvergne (1495-1519), kontez Aovergn.

Dimeziñ a reas e Marseille d'an 28 a viz Here 1533 gant Herri, Dug Orleañs a zeuas da vezañ Herri II, roue Bro-C'hall e 1547. Diwar-neuze e voe rouanez Bro-C'hall betek 1559.

Rejantez e voe ivez etre 1560 ha 1563 pa oa re yaouank he mab Charlez IX (1550-1574).

Klask a reas diskoulmoù d'ar brezelioù relijion etre ar Gatoliked hag ar Brotestanted a oa er Rouantelezh met diskoulm ebet ne gavas.


Bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Caterina de' Medici he doe dek bugel, ha seizh a vevas betek erruout en o oad. He zri mab henañ a voe rouaned Bro-C'hall; div verc'h a euredas da rouaned, hag unan d'un dug.

Holl vugale Caterina a varvas a-raok dezhi, war-bouez Herri III, a varvas seizh miz war he lerc'h, ha Marc'harid, he devoa ur yec'hed mat.