Madeleine de la Tour d'Auvergne
Neuz
Madeleine de la Tour d'Auvergne (1498-1519) a oa un itron a Vro-C'hall, pried da Lorenzo II de' Medici. Mamm e oa da Catarina de' Medici, a voe rouanez Bro-C'hall.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da Jean IV (1467-1501), kont Aovergn ha Lauragais (1497-1501), ha da Jeanne de Bourbon-Vendôme (1465-1511). He c'hoar henañ Anne d'Auvergne a voe kontez Aovergn, Madeleine a voe itron La Tour-d'Auvergne ha Saint-Saturnin en Aovergn-Uhel hag, adal 1501 betek 1519, kontez Lauragais
D'an 2 a viz Mae 1518 ec'h euredas en Amboise da Lorenzo II de' Medici (1492-1519), dug Urbino. Ur verc'h he doe: Caterina de' Medici (1519-1589), a voe rouanez Bro-C'hall.
Mervel a reas Madeleine un toullad deizioù goude ar gwilioud. Hag ar verc'hig kenkent da gontez Lauragais.