Mont d’an endalc’had

Victoire de France (1556-1556)

Eus Wikipedia
Ur pennad Victoire de France zo ivez.
Victoire de France, gant he c'hoar Jeanne de France en diadreñv, hag o breur Louis en diaraog

Victoire de France, bet ganet d'ar 24 a viz Mezheven 1556 e Saint-Germain-en-Laye ha marvet daou viz goude d'ar 24 a viz Eost, a oa pedervet merc'h ar roue gall Herri II (Bro-C'hall) hag e bried Caterina de' Medici.

C'hoar gevell e oa da Jeanne de France, marvet kenkent ha ganet. Darbet e voe d'ar vamm mervel ivez, diezelañ ar bugel a voe ret ober e kof ar vamm.

Badezet prim e voe ar verc'hig en deiz-se en-eeun, ha daou baeron ha div vaeronez he doe : ar c'hardinal Antonio Carafa, niz d'ar pab Paol IV, ha François de Lorraine, dug Guise, hag an dugezed Marie II de Saint-Pol ha Louise de Montpensier.

Mervel a eure ar briñsezig daou viz goude. Ne fellas ket d'ar rouanez genel bugel ebet ken.