Alessandro de' Medici (dug Firenze)
- Ur pennad Alessandro de' Medici zo ivez.
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Anv e yezh-vamm an den | Alessandro di Lorenzo de' Medici, detto il Moro |
| Anv-bihan | Alessandro |
| Anv-familh | Medici |
| Titl noblañs | dug |
| Anv | duc Alexandre, Alexandre de Médicis, Alexander |
| Deiziad ganedigezh | 22 Mez 1510 |
| Lec'h ganedigezh | Firenze |
| Deiziad ar marv | 6 Gen 1537 |
| Lec'h ar marv | Firenze |
| Doare mervel | muntr |
| Lec'h douaridigezh | Basilica of San Lorenzo |
| Tad | Lorenzo II de' Medici |
| Mamm | Simonetta da Collevecchio |
| Breur pe c'hoar | Caterina de' Medici |
| Pried | Marc'harid Aostria |
| Kompagnun(ez) | Taddea Malaspina |
| Bugel | Giulia de' Medici, Giulio di Alessandro de' Medici, Porzia de' Medici |
| Familh | Tiegezh Medici |
| Den heverk | Pietro Bembo |
| Micher | politiker |
| Tachenn labour | Politikerezh |
| Lec'h annez | Palazzo Vecchio |
| Deskrivet dre | Portrait of Alessandro de' Medici, Alessandro de' Medici as the first Duke of Florence |

Alessandro de' Medici, lesanvet il Moro ( Firenze 1510 - Firenze 1537) a oa dug Penne ha goude dug Firenze adalek 1532, aotrou Firenze eus 1530 betek 1537.
E dud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab bastard e oa da Lorenzo II de' Medici, met krediñ a reer e c'hall bezañ bet mab d'ar c'hardinal Giulio di Giuliano de' Medici, a voe anvet da bab. Petra bennak ma oa bastard e voe kentañ dug Firenze gant skoazell ar pab.
Abalamour d'e lesanv il Moro e kreder e c'hallfe bezañ bet ganet gant ur vatezh hiron a laboure evit an tiegezh Medici, anvet Simonetta da Collevecchio, hervez tud all e oa mab d'ur goueriadez roman. Teñval e oa liv e zremm ha netra ken.
Pa voe trec'het ar Repubblica fiorentina gant an arme spagnol e teuas da vout mestr Firenze, hervez un emglev etre ar pab hag an impalaer Karl V, diwar-goust e genderv Ippolito de' Medici.
Kerkent ha kemeret ar galloud e klaskas kemmañ an ensavadurioù republikan, goude ma ranke doujañ dezho hervez ar feuremglev a oa bet sinet goude da Firenze kodianañ. Gant e genderv Cosimo, a reno war e lerc'h, e vint kemmet da vat. Degas a reas da Firenze boazioù eus lez an impalaer Karl V, ma en devoa bevet atav, evel pourmen gant halabarderien hag a sponte tud Firenze.
Reiñ a reas doare ur briñselezh d'e c'houarnamant, ha skarzhañ an arouezioù hag ensavadurioù kumunel, a oa karet gant tud Firenze. Kargañ a eure Benvenuto Cellini (a ra anv a se en e emvuhezskrid) da brientiñ ur moneiz gant e boltred. Alessandro a c'hourc'hemennas, en desped d'ar feuremglevioù, ma vije dastumet armoù ar geodedourien. Daoust da se e voe drouklazhet gant unan ag e gerent, Lorenzino de Medici.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1533 ( pe 1536?) e timezas da Marc'harid Aostria, anavezet ivez evel Marc'harid Parma, ur vastardez d'an impalaer Karl V. Bugel ebet n'o doe.
Ur pried-kleiz en doa, anvet Taddea Malaspina, ha daou vugel o doe:
- Giulio de' Medici (c. 1540-1600), en doe besterd,
- Giulia de' Medici, a zimezas d'he c'henderv Bernardetto de' Medici, Signore di Ottaiano, ha bugale he doe.
Ur verc'h all en doe, Porzia, ha n'ouzer ket piv e oa he mamm, a voe leanez.
E vugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Anv | Ganet | Marvet | Evezhiadennoù | |
|---|---|---|---|---|
| Giulio | 1527 pe 1532 | 1600 | Mab bastard, reizhekaet goude marv e dad | |
| Giulia | 1534 | 1588 | Merc'h bastard | |
| Porzia | 1538 | 1565 | Merc'h bastard, leanez |
E varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lazhet e voe gant e genderv Lorenzino de' Medici. Cosimo Iañ de' Medici, eus ar skourr Popolano avat, an hini a renas war e lerc'h.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar ar muntr-se eo e voe skrivet ar pezh-c'hoari gallek «Lorenzaccio » gant Alfred de Musset).
| En e raok Repubblica fiorentina |
Alessandro de' Medici Dug Firenze |
War e lerc'h Cosimo Iañ de' Medici |