Mont d’an endalc’had

Taddea Malaspina

Eus Wikipedia
Alessandro de' Medici, dug Firenze, o tresañ dremm ur vaouez war-dro 1534, en ur poltred gant Pontormo. Taddea Malaspina, e serc'h, eo ar vaouez treset.

Taddea Malaspina (1505 - ?) a oa ur varkizez italian hag a oa serc'h da Alessandro de' Medici, dug Firenze, e deroù ar bloavezhioù 1530 betek war-dro 1537, ha moarvat ivez mamm da zaou eus e vugale, Giulio di Alessandro de' Medici ha Giulia de' Medici.

Merc'h e oa da Antonio Alberico II Malaspina, markiz Massa,[1] ha Lucrezia d'Este. Dimeziñ a reas da Giambattista Boiardo di Scandiano[2] Goude marv he fried ha hini he zad e vevas Taddea gant he mamm e Firenze. Un toullad serc'heged he doe, hag Alessandro en o zouez. Gant he c'hoar Ricciarda ez eas an titl goude marv o zad. Dre eured Ricciarda e oa kar an tiegezh d'ar pab Inosant VIII. Ricciarda a oa bet ivez serc'h da Alessandro de' Medici.[3],[4].

Alessandro de' Medici zo bet poltredet gant Pontormo, war-dro 1534. Gwelout a reer an Dug, gwisket e du, o tresañ dremm ur vaouez. Krediñ a c'haller e oa ur prof evit Taddea Malaspina[5] An iliz anvet Chiesa della Madonna del Carmine ha manati Santa Chiara e Massa, hiziv e proviñs Massa Carrara, a voe savet war urzh Taddea Malaspina hag a zo en o sav bepred .[6].

  1. Massa en Toskana a oa ur varkizelezh, ha dugelezh goude, dugelezh Massa ha Carrara, renet gant an tiegezh Malaspina.
  2. Levy (2006), p. 95
  3. Langdon 2006, p. 233
  4. Malaspina
  5. Levy (2006, p. 95
  6. Massa Carrara


Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Langdon, Gabrielle (2006). Medici Women: Portraits of Power, Love, and Betrayal. University of Toronto Press. ISBN 0802038255
  • Levy, Allison (2006). Re-Membering Masculinity in Early Modern Florence. Ashgate Publishing Ltd. ISBN 0754654044