Mont d’an endalc’had

Antonio Alberico II Malaspina

Eus Wikipedia
Skoed an tiegezh Malaspina

Antonio Alberico II Malaspina a oa ur priñs italian.
Mab e oa da Giacomo Malaspina, markiz Fosdinovo betek 1467 hag aotrou Massa e Carrara betek e varv, ha da Taddea Pico. Pa varvas e dad e 1481 e renas war un dro gant e vreur Francesco, a voe skarzhet eus ar gouarnamant e 1484 hag a rankas mont d'an harlu.

E 1494 e roas bod en e balez e Massa d'ar roue gall Charlez VIII.

Mervel a eure d'an 13 a viz Ebrel 1519, divab, ma legadas e vadoù d'e verc'h Ricciarda a voe aotreet e 1529 gant Carlos V da zerc'hel Markizelezh Massa, hag Aotrouniezhioù Carrara, Moneta hag Avenza.

Pried ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a reas da Lucrezia d'Este, merc'h da Sigismondo Iañ d'Este, aotrou San Martino in Rio, ha d'e bried Pizzocara.

Peder merc'h o doe :

  • Eleonora (?-1515), a zimezas da Scipione Fieschi, kont Lavagna ;
  • Ricciarda (1497-1553), markizez Massa hag itron Carrarae, a zimezas div wech : d'he breur-kaer Scipione Fieschi, ha da Lorenzo Cybo, kont Ferentillo ;
  • Dianora, leanez e Ferrara ;
  • Taddea (1505-1559), dimezet da Giambattista Boiardo, kont Scandiano.