Mont d’an endalc’had

Giulio di Alessandro de' Medici

Eus Wikipedia
Poltred Giulio de' Medici, mab d'an Dug Alessandro de' Medici .

Giulio di Alessandro de' Medici (Prato, 1527 pe 1532 – Pisa, 1598) , mab bastard Alessandro de' Medici ha Taddea Malaspina, a oa kannad hag amiral italian.

Pevar bloaz ne oa ken pa voe muntret e dad. Ne voe ket galvet da ren avat hag anvet e voe Cosimo Iañ de' Medici, eus ur skourr yaouañ an tiegezh. Hennezh a voe anvet da zug-meur Toskana , hag ober a reas war-dro tri bugel Alessandro, Giulio ha Giulia ha Porzia. An daou vugel henañ a voe savet el lez, tra ma chomas Porzia er gouent.

En 1562 e voe anvet da Marc'heg kentañ Urzh Sant Steven, un urzh savet da vrezeliñ ouzh an Durked, hag ar breizherien er Mor Kreizdouar.

Evel Admiral an Urzh, eus 1563 da 1566, e voe kaset da sikour Marc'hegerien an Ospital e-kerzh seziz Malta en 1565.

Kaset e voe da gannad ivez meur a wech, da v-Mantova en 1565; da Roma en 1571 ha 1573.

Dimeziñ ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a reas Giulio da Angelica Malaspina, keniterv dezhañ marteze.
Ur verc'h o doe, Caterina, a eas da leanez, hag a varvas e 1634.
Daou vastard en doe ivez, Cosimo, a voe marc'heg eus urzh sant stefan eveltañ, ha Giuliano.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]