Porzia de' Medici
Neuz
Porzia de' Medici (1538–1565), ganet ha marvet e Firenze, a oa ur verc'h bastard da Alessandro de' Medici, dug Firenze, met n'ouzer ket piv e oa he mamm.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e voe goude marv he zad ha savet e voe evel he c'hoar Giulia de' Medici e kouent aogustinian San Clemente e Firenze er Via San Gallo. Diazezet e oa bet ar gouent gant Maria Salviati, mamm an dug Cosimo Iañ de' Medici, evit reiñ bod da verc'hed bastard Alessandro.
Chom a reas er gouent avat, dont a reas da vout abadez, hag eno e varvas e 1565 d'an oad a 27 vloaz.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Langdon, Gabrielle (2006). Medici Women: Portraits of Power, Love, and Betrayal. University of Toronto Press. ISBN 0802038255