Giulia de' Medici
Giulia Romola di Alessandro de' Medici[1] (Firenze, 1534 – Firenze, war-dro 1588) a oa merc'h bastard Alessandro de' Medici, dug Firenze, hag e bried-kleiz Taddea Malaspina.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur plac'h anvet Giulia Romola, dianav he zad, a voe badezet e Firenze d'ar 5 a viz Du 1535, hahi an hini e oa, a soñjer. War-dro an deizioù-se en devoa urzhiet he zad ur poltred anezhañ e-unan o tresañ dremm ur vaouez gant ur boentenn-arc'hant. Hervez an arzistorourien e oa ur prof d'e serc'h Taddea Malaspina, c'hoar da varkizez Massa, da gounaat ganedigezh o eil bugel, Giulia.
Ur breur koshoc'h he doa Giulia, Giulio di Alessandro de' Medici, hag un hanterc'hoar he do c'hoazh, Porzia de' Medici.
Tri bloaz e oa pa voe lazhet he zad e 1537. Bec'h a voe en tiegezh Medici evit kemer ar stur e Firenze hag en tiegezh, ha Giulia hag he breur Giulio a voe tennet digant o mamm ha lakaet dindan evezh Cosimo Iañ de' Medici a renas war-lerc'h Alessandro .
Savet e voe Giulia, war un dro gant Porzia, e leandi San Clemente e Firenze, ha goude e lez an dug Cosimo Iañ de' Medici, gant Maria Salviati, mamm an dug.
Cosimo en doa prometet ober brav d'ar vugale ha ken pinvidik e oa kinklet o c'hambreier ha re e vugale-eñ. E vamm, Maria Salviati, a rae war o zro hag a voe o tiwall ouzh gwele Giulia pa voe tapet ar plac'hig gant an derzhienn e C'hwevrer 1542. Pareañ a reas Giulia met ar plac'hig all, merc'h bastard, Bia de' Medici, a varvas[2].
Perzh a gemere Giulia e buhez al lez, deskaddurezh a veze roet dezhi, evel da verc'hed all an dug-meur.
Dimezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dimeziñ a reas e 1550 da Francesco Cantelmi, dug Popoli
- E 1667 ec'h addimezas d' he c'henderv Bernardetto de' Medici, mab da Ottaviano de' Medici.
Tro-spered
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Giulia a oa rok ha lorc'hus abalamour da renk uhel he ziegezh, hag el lez e felle dezhi bezañ lakaet a renk gant an dugez veur Eleonora di Toledo pezh a lakae bec'h aliezik en tiegezh.
Poltred Pontormo
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Giulia e rank bezañ ar bugel e poltred Pontormo ma weler Maria Salviati gant ur bugelig. Diverket e oa bet ar bugel ha ne voe ket gwelet a-raok 1937. Arzistorourien zo o deus bet lavaret e oa poltred Cosimo Iañ de' Medici en bihan, met an holl a lavar bremañ eo Giulia.
Limmoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Pajenn diwar-benn Giulia de' Medici, liammoù davet un dornad lizheroù ganti
- (en) Giulia de' Medici
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Langdon, Gabrielle (2006). Medici Women: Portraits of Power, Love, and Betrayal. University of Toronto Press. ISBN 0802038255
- Murphy, Caroline P. (2008). Murder of a Medici Princess. USA: Oxford University Press. ISBN 0195314395