Ottaviano de' Medici

Eus Wikipedia

Ottaviano de' Medici (14 a viz Gouhere 148428 a viz Mae 1546) a oa ur politiker italian.

Mab e oa da Lorenzo di Bernardetto de' Medici ha d'e bried Caterina Nerli, ha kenderv a bell da Lorenzo il Magnifico. Eus ur skourr izel eus an tiegezh Medici e oa e dud ; uhelaat a reas gant e eured da Francesca Salviati, ur verc'h-vihan da Lorenzo de' Medici.

Gonfaloniere di Giustizia e voe, ha senedour adal 1532.

Tad e oa da Alessandro de' Medici, a voe kardinal ha pab e 1605 dindan an anv Leon XI.

Euredoù ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div wech e timezas : e 1518 da Bartolomea Giugni, ha goude intañviñ ec'h addimezas da Francesca Salviati, intañvez ha merc'h da Jacopo Salviati ha Lucrezia de’ Medici.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (en) Williams, George L. : Papal Genealogy – The Families and Descendants of the Popes, McFarland, 2004 (ISBN 978-0-7864-2071-1).