Cosimo di Giulio de' Medici

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Cosimo di Giulio de' Medici (war-dro 1550 – war-dro 1630) a oa mab bastard da Giulio di Alessandro de' Medici.

E dad a oa mab bastard d'an dug Alessandro de' Medici, dre-se n'hallas ket ren. Evel e dad e voe Marc'heg Urzh Sant Steven


Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet e oa d'un itron eus kêr Pisa, Lucrezia di Francesco Gaetani.
Ur verc'h o doe, Angelica de' Medici (1609- 1636) a zimezas d'un aotrou a Roma, Giampietro Altemps, Dug Gallese ha Markiz Soriano, ha peder merc'h o doe.