Mont d’an endalc’had

Jav-sae

Eus Wikipedia
Poltred Caterina de' Medici. Gwisket eo gant ur jav-sae.
Korolladeg e ti ar roue gall Herri III. Gwisket eo ar merc'hed gant javioù-sae.

Ar jav-sae a oa un doare stern, graet e koad, a veze lakaet ouzh dargreiz ar maouezed a renk uhel, dindan o sae, er XVIvet kantved. Kement-se a roe d'ar sae, a veze gwisket war ar stern koad, stumm ur c'hloc'h peurliesañ.

Ijinet e oa bet ar jav-sae e Spagn, ha marteze e servije da guzhat e oa dougerez ar vaouez.
Degaset e voe ar c'hiz eus Spagn da Saoz gant Catalina de Aragón pa zimezas d'ar priñs saoz Arzhur, mab henañ Herri VII e 1501. Berzh bras a reas eno. A-benn ar XVIIvet kantved, tra ma veze dilezet er broioù all, e oa deuet da vezañ ar guardainfante e Spagn, hag e oa ledanoc'h c'hoazh ha diaesoc'h da zougen.

Un tamm heñvel e vo krinolinenn an XIXvet kantved, hep bezañ ken ledan avat.

Krediñ a ra lod eo eus an amzer-se e teu an dro-lavar: bro zo ganti.