Antonio de' Medici
Antonio de' Medici (Firenze, 29 Eost 1576 – Firenze, 2 Mae 1621) zo un den eus an tiegezh Medici, a vije bet mab da Francesco Iañ de' Medici, Dug-meur Toskana, ha d'e serc'h Bianca Cappello.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganedigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Francesco a oa dimezet da Janed Aostria (1547-1578), hogen pitilh e oa aet gant Bianca, ha honnezh a oa dimezet. Kuzh eta e oa o darempred.
Chaok avat a voe pa voe lazhet pried Bianca, goude ma n'ouzer ket penaos. Mervel ivez a reas Janed, pried Francesco, e 1578. Neuze e c'hallas an dug-meur dimeziñ da Vianca e 1579, hogen furoc'h e voe kavet ober un dimeziñ kuzh, abalamour da enebiezh c'harv e diegezh ouzh e bried nevez, a oa bet serc'h dezhañ keid-all hag abed da vrud fall.
N'eo ket souezh eta ne vije ket bet degemeret war an ton bras mab an daou bried nevez, Antonio e anv, mab bev nemetañ Francesco, a c'halle bezañ pennhêr ofisiel an dug-meur, ha ne blije ket kaer d'e eontr kardinal, Ferdinando de Medici.
Dibun a voe kavet d'ar gudenn e 1587 gant marv an daou bried er Villa di Poggio a Caiano. Marteze e oant bet kontammet gant an eontr, a voe anvet neuze da zug war-lerc'h e vreur Francesco, hag anavezet evel Ferdinando Iañ.
E gwirionez n'eo ket gwall sklaer lignez Antonio, ganet e-kreiz itrikoù ar palez. Hervez darn ne oa nemet ur mab d'ur vatezh da Vianca ha d'un den dianav, hag advabet gant Francesco ha Bianca, ha mat pell zo: ne vije ket souezh he dije graet Bianca Cappello van da vezañ dougerez, pa n'en devoa an dug-meur Francesco pennhêr ebet c'hoazh digant e bried hervez lezenn, hag e c'halle kavout abeg da gas Janed kuit ha d'he c'hemer da bried ma c'halle Bianca kaout ur mab a-raok Giovanna. War-lerc'h un toullad merc'hed, c'hwec'h e gwirionez (darn marvet en-bugale) en devoa bet Francesco e vab kentañ gant Antonio, ha tu marteze dezhañ d'e zivastardaat pa vije ezhomm da gaout ur pennhêr. Janed n'he devoe mab nemet bloaz goude, Filippo, nemet mervel a reas ar paotrig da dri bloaz (marteze e voe sikouret da vervel), war-lerc'h marv e vamm e 1578.
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pemp bugel en doa, tri anezho digant Artemisia Tozzi (genidik eus Lucca, m. 1643):
- Maria, bastardez.
- Maddalena (1610-?), bastardez, he mamm a oa eus Bologna, leanez en iliz San Giovannino dei Cavalieri betek 1624
- Paolo de' Medici (1616-1656), mab da Artemisa Tozzi, a oa da vout soudard
- Giulio (1617-1670), mab da Artemisa Tozzi, beleg
- Anton Francesco de' Medici (1618-1659), mab da Artemisa Tozzi. Dimezet da Maria Francesca Aganetti, dimezell piemontat.
Mervel a reas Antonio d'an 2 a viz Mae 1621. Goude marv Antonio e voe serret Artemisia e manati San Clemente.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Filippo Luti. Don Antonio de' Medici e i suoi tempi. (Florence: Leo S. Olschki), 2006.
- Filippo Luti, Don Antonio de' Medici professore de secreti, in Medicea. Rivista Interdisciplinare di studi medicei, Firenze, n. 1, ottobre 2008
- Filippo Luti, Medici de', Antonio, in Dizionario Biografico degli Italiani, Enciclopedia Treccani, vol. 73, 2009.
- Filippo Luti. Il miele e la cera nel seicentesco ricettario dei segreti di don Antonio de' Medici, in Atti del convegno internazionale sul mondo del miele Montà d'Alba (CN), editore Aspromiele, Torino, 2010.