Janed Aostria (1547-1578)
Neuz
Johanna von Österreich (en alamaneg), pe Giovanna d'Austria (en italianeg), pe Janed Aostria (Praha 1547-1578 Firenze), a oa dugez-veur Toskana goude he dimeziñ da Francesco Iañ de' Medici .
Merc'h e oa da Ferdinant Iañ an Impalaeriezh Santel, breur da Karl V an Impalaeriezh Santel, ha da Anna Bohemia ha Hungaria. Mervel a reas er gwentloù.
Doganet e oa gant he fried an dug-meur Francesco Iañ de' Medici en devoa ur pried-kleiz, Bianca Cappello.
Mervel a reas Johanna er gwentloù, e miz Ebrel 1578, da 31 bloaz. Gant se e c'hallas he fried addimeziñ d'e serc'h Bianca Cappello.
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur mab he doe, ha c'hwec'h merc'h:
- Eleonora (1566−1611); dimezet e 1584 da Vincenzo Iañ Gonzaga, dug Mantova (1562−1612)
- Romola (*/† 1568)
- Anna (1569−1584)
- Isabella (1571−1572)
- Lucrezia (1572−1574)
- Maria (1573−1642),rouanez Bro-C'hall ; dimezet e 1600 d'ar roue gall Herri IV (Bro-C'hall) (1553−1610)
- Filippo Cosimo (1577−1582)
- Giovanna (1578−1583)