Giuseppe Arcimboldo
Giuseppe Arcimboldo (pe Arcimboldi pe Arcimboldus) zo ul livour italian, ganet e 1527 e Milano ha marvet eno e 1593. Brudet eo e daolennoù gant frouezh pe legumaj aozet da stummañ poltredoù.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En un tiegezh livourien e oa ganet e 1527 e Milano. Pa oa 22 vloaz e laboure gant e dad war-dro iliz-veur Milano. Ober a reas tresadennoù war gartoñs evit ar gwer-liv. Goulennet e voe outañ, gant Ferdinant Bohemia, ober pemp skoed-ardamez evit an iliz-veur. Un tamm brud a dapas gant se. Galvet e voe da vont da Braha en 1562 da labourat evit Ferdinant ha poltrediñ e diegezh. Meur a livadur klasel zo bet lakaet war gont Arcimboldo, hag ar brudetañ eo Poltred Massimilian II Habsbourg hag e diegezh, livet war-dro 1563, met n'eus netra sur. Gant an tiegezh e chomo betek 1587.
Un tamm war-lerc'h kregiñ da labourat evit Ferdinant e stagas Giuseppe Arcimboldo da livañ an heuliad kentañ eus ar "pevar amzer" en e zoare souezhus ha hep e bar, pa aoze dremmoù an dud gant legumaj ha frouezh, , da skeudenniñ an Nevezamzer, an Hañv, an Diskar-amzer, ar Goañv, an Amiral, Al Levraoueger ha poltred an impalaer Rudolf II dindan neuz an doue roman Vertumnus.
Eus 1562 betek 1587 e labouras evit an impalaerien aostrian e Vienna hag e Praha (Ferdinand 1añ, Maksimilian II ha Rudolf II).
Un nebeud oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Primavera, (1563), Estate (1563), Inverno (1563), Il Fuoco, (1566), L'Acqua (1563-1564), eoullivadurioù war goad, Kunsthistorisches Museum, Vienna
- Primavera, eoullivadur war lien, Real Academia de Bellas Artes de San Fernando, Madrid
- Il Bibliotecario, (1566), eoullivadur war lien, L'Avvocato, (1566), eoullivadur war lien, Ritratto di Rodolfo II in veste di Vertunno (1591), eoullivadur war lien, Skoklosters Slott, Stockholm
- Ortaggi in una ciotola o l'Ortolano, eoullivadur war lien, Museo Civico Ala Ponzone, Cremona
- Autoritratto (~1575), tresadenn, Narodni Gallery, Prague
- Carnet di Rodolfo II, 148 tresadenn, Cabinet des estampes et dessins des Uffizi, Firenze
- Autoritratto cartaceo (L'uomo di lettere), (1587), tresadenn, Cabinet des estampes et dessins du Palazzo Rosso, Genoa
E oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Primavera, Estate, Autunno, Inverno, (ar pevar amzer), a zo eoullivadurioù graet e 1573 hag a c'haller gwelout e mirdi al Louvre, e Pariz.
Taolennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Poltredoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Janed Aostria (1547-1578)
Frouezh ha legumaj
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Goañv (1573) - Mirdi al Louvre
-
Nevezamzer (1573) - Louvre
-
Hañv (1573) - Louvre
-
Diskar-amzer (1573) - Louvre
-
Poltred gant legumaj
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- André Pieyre de Mandiargues ha Yasha David, Arcimboldo le Merveilleux, Robert Laffont, Paris (1988)
- (it) Simonetta Venturi, Arcimboldo; (fr), Ed. Celiv, Paris (1990) ISBN 2-86535-028-2
- (fr) Caroline Blanc, Arcimboldo, Gamma jeunesse, Tournai (1993) ISBN 2-7130-1538-3
- (fr) Claude Delafosse, J'observe les portraits d'Arcimboldo, Gallimard jeunesse, Paris (1999) ISBN 2-07-052738-7
- (de) Kriegeskorte, Werner, Giuseppe Arcimboldo : 1527-1593 Taschen (1993) ISBN 3-8228-0158-5
- (fr) Boulicaut-Duffau, Catherine, Arcimboldo et Flaubert. Lecture du portrait "La Terre" de Giuseppe Arcimboldo, Nouvelle revue pédagogique, 11/2001, 2001/02-03
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Arcimboldo chez Roland Barthes dans L’Obvie et l’obtus (1982) [1]