Ardamezouriezh
Ur reizhiad arouezioù a zo stag ouzh an dud, an tiegezhioù hag ar galloudoù eo an ardamezouriezh. Deskrivañ a ra, dre ur c'heriaoueg arbennik, an tresadennoù hag an arouezioù a vez diskouezet war ur skoed-ardamez, en ur zelc'her kont eus o lec'hiadur, eus o stumm hag eus o liv.
N'eo ket an ardamezouriezh tra ar vrientinien, tra an holl dud eo : a-viskoazh en deus gallet pep den kaout e ardamezioù hag o diskouez war ur skoed a zo dezhañ pe dezhi.
En Europa, war-dro an XIIvet kantved, e voe ganet an ardamezouriezh hag er XVvet kantved e voe staliet mat he reolennoù. Implijet eo hiziv en un doare prevez (tud, tiegezhioù, embregerezhioù hag all) pe ofisiel (kêrioù, rannvroioù, Stadoù) hervez reolennoù a vez diouzh ar vro-mañ-bro.
Bev-buhezek eo an ardamezouriezh hiziv an deiz c'hoazh, pa vez aozet ardamezioù nevez bemdez evit ar c'hêrioù, an embregerezhioù, ar c'hluboù sport ha kevredigezhioù liesdoare.
Daoust dezhi bezañ lieskantvedel e klot an ardamezouriezh ouzh hon amzer, hini ar skeudennoù arouezius savet diwar tresadennoù eeun ha braslinennek o livioù a sko diouzhtu da zaoulagad an dud.
War ar skoed e kaver an tresadennoù arouezel-se an aliesañ, hogen kinkladurioù a vez en-dro dezhañ a-wechoù : ur gurunenn hag ur gribenn a-us dezhañ, ur ger-ardamez dindanañ pe a-us dezhañ ivez, loened ouzh e gostezioù, hag ur vantell tro-dro dezhañ alies.
Liesdoare eo stummoù ar skoedoù : ar re ront pe vegek o lodenn izelañ a zeu eus mare ar varc'heien er Grennamzer pa veze implij pennañ an ardamezioù livet war ar skoedoù lakaat an emgannerien da vezañ anavezet, en abeg ma oa kuzhet o dremm gant o zokarn.
Un ardamezeg a reer eus un dastumad ardamezioù a denn d'an dachenn-mañ-tachenn : tiegezhioù Breizh, kêrioù Normandi, kleuboù melldroad hag all.
"Dafar evit ur c'heriaoueg a'n ardamezouriezh" gant Yellen hag abEnnez eo al labour kentañ war an ardamezouriezh e brezhoneg a zo bet embannet, er gazetenn Gwenedour e 1965[1].
Istor an ardamezouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kerkent hag ijinet ar skoedoù gant ar vrezelourien e voent kinklet ganto.
Da vare Henc'hres e voe treset doueed pe loened war ar skoedoù ; ar Gelted ivez a zouge arouezioù pa 'z aent d'an emgann, evit fromañ ha spontañ o enebourien.
Diwezhatoc'h, etre 1095 ha 1291, da vare Brezelioù ar Groaz, e voe ganet an ardamezouriezh a zo hiziv c'hoazh — Muzulmiz a zouge dija skoedoù kinklet gant kreskennoù loar, loened, flourdilizoù hag all, a voe degaset da Europa.
Un doare c'hoari e oa kinklañ ar skoedoù europat en deroù ; buan avat ne voe mui tu da ziforc'hañ etre mignoned hag enebourien en abeg d'o zokarnoù, ha ne oa unwisk ebet en armeadoù c'hoazh. Ret-mat e voe neuze diskouez bannieloù ha skoedoù dibar, a dalvezas da zisheñvelout ar c'hantadoù a dud a oa en emgannoù.
- Hervez an hengoun e voe ar Breizhad Alan IV (~1060-1119) a savas banniel kentañ an Istor : ur groaz du war ur foñs gwenn[2] — en argant e groaz en sabel e yezh an ardamezouriezh neuze, evel ma vo gwelet amañ pelloc'h.
Tamm-ha-tamm e teuas an ardamezioù da vezañ pouezusoc'h-pouezusañ e buhez an dud, o sinadur e oant, ha tremenet e vezent a rumm da rumm, betek an deiz a hiziv e tiegezhioù kozh evel an tiegezh Korle e Breizh (1293). Pelloc'h e voe savet skoedoù-ardamez evit kêrioù ha broioù.
Da arbennik-kenañ e troas an ardamezouriezh, gant he c'heriaoueg dibar deuet eus an arabeg, ar brezhoneg kozh, ar galleg kozh, ar perseg hag ar rusianeg a-douez yezhoù all.
- Kanus e oa an darn vrasañ eus skoedoù ar Grennamzer, da lavaret eo e tiskouezent ul lodenn eus anv an den a oa perc'henn warno : delioù kelenn evit an tiegezh Kelenn, penn ur marc'h evit an tiegezh Penmarc'h, ul leon evit Bro-Leon, hag all.
Stummoù ar skoedoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn] Kant bro, kant giz
, kement-se a dalvez ivez evit ar skoedoù. Setu amañ stummoù skoedoù hervez hengoun un nebeud broioù.
-
Gall arnevez
-
Itron
-
Dimezell
Gant red an amzer e kemmas ar gizioù, an doareoù d'en em gannañ, e teuas c'hoarioù evel ar stourmadennoù hag an tournamantoù.
Tamm-ha-tamm e vihanaas ar skoedoù, lod a voe bolzennet, lod all a voe toullet da lezel tremen d'ar goaf.
Tachennoù ar skoedoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pep marc'heg ar Grennamzer a veze atav ambrouget gant un denjentil a raed "skoedour" anezhañ peogwir e touge tres skoed ar marc'heg war e vruched. Dre e gefridi e c'halle ar skoedour bezañ kannad ar marc'heg pa oa ezvezant hennezh.
Diwar tammoù korf ar skoedour gwelet a-dal, gant ar skoed war e vruched, e teu anvioù pemp tachenn bennañ ar skoed :
- kab, ar c'hab, a reer eus al lodenn uhelañ (penn ar skoedour) ;
- kondon, ar c'hondon, a reer eus ar c'hreiz (kalon ar skoedour) ;
- lez dehoù a reer eus tu kleiz ar skoed gwelet a-dal (kostez dehoù ar skoedour) ;
- lez kleiz a reer eus tu dehoù ar skoed gwelet a-dal (kostez kleiz ar skoedour) ;
- ar beg a reer eus an traoñ (treid ar skoedour).
Ar maez eo foñs ar skoed, livet pe get, m'emañ ar c'hinkladurioù.
- Ar c'hantonioù
Dre nav c'hanton e ranner ur skoed ; a zehoù da gleiz hag a gab da veg e vezont deskrivet.
- Tri c'hanton zo er c'hab :
- kanton dehoù ar c'hab – poent ar c'hab – kanton kleiz ar c'hab ;
- Tri zo er c'hreiz ivez :
- kostez dehoù – kondon, kalon pe islonk – kostez kleiz ;
- Tri all zo er beg :
- kanton dehoù ar beg – beg ar beg – kanton kleiz ar beg.
Livioù ar skoedoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar goad pe vetal e veze fardet ar skoedoù gwechall ; livet e veze ar re goad, pe c'hoazh goloet gant feurioù loened ; gant un doare prigwer e veze gwisket ar re vetal.
Un aspadenn eus an amzer-se zo hiziv c'hoazh, evel a weler pa seller ouzh an tri doare livioù a vez implijet en ardamezouriezh evit kinklañ ur skoed : ar feurioù, ar metaloù hag ar prigwerennoù.
- Ar feurioù, da lavaret eo tresadennoù a dalvez da aroueziañ feurioù loened
nobl
; ar feurioù pennañ eo :
- • feur gwiñver glas Rusia, anvet brizh en ardamezouriezh, hag a zo aroueziet dre gleierigoù glas ha gwenn peurliesañ evit diskouez liv kein ha kof al loen ; brizheg a lavarer pa ne vez ket glas ha gwenn livioù ar feur-se ;
- • feur an erminig, a weler war skoed Breizh, anezhañ skeudennadur penn al lost du a zoug al loen er goañv staget e kreiz kein e feur wenn gant tri c'hraf du evit kreñvaat gwenn kentañ ar feur. An tri c'hraf o voud un arouez a drinded (evel an tri zach a gaver dindan al lizherennoù IHS en heol ar Jezuisted), ha penn al lost o voud e-unan un arouez a gempouez en enebiezh ar gwenn hag an du.
- Feurioù pennañ
-
Brizh
-
Erminig
- Feurioù eilrenk
Eilpennet e vez al livioù a-wechoù, ar pezh a ro feurioù eilrenk :
-
Ginvrizh
-
Ginerminig
Pa ne c'heller ket diskouez al livioù – pa vez kizellet ar skoed war vaen, da skouer — e reer gant pikoùigoù pe linennoù eeun.
Setu amañ al livioù war skoedoù : war tu dehoù pep skoed emañ al liv plaen, war e du kleiz emañ al liv aroueziet e gwenn-ha-du.
Merkit e vez tuet ar skoed evel pa vefe gwelet en ur melezour : bepred e vez sellet ouzh ur skoed-ardamez evel pa vefe dalc'het gant ar skoedour. |
-
Aour
-
Argant
- Ar prigwerennoù a reer eus al livioù all.
- Prigwerennoù pennañ
-
Glazur
-
Geoteg[3]
-
Gul
-
Sabel
- Prigwerennoù eilrenk
-
Dir/Houarn/Ludueg
-
En-gwirion
-
Gwadeg
-
Limestra
-
Mouareg
-
Orañjezeg
-
Tanneg
- Merkit e vez graet gant gerioù all evit envel al livioù — eus ar perseg e teu glazur (lâzaward, "glas") evit "glas", eus ar galleg gueule ("genoù") e teu gul en abeg ma oa ur feur er penn-kentañ, graet diwar tammoùigoù kroc'hen bet tennet eus gouzoug ul loen ; eus ar poloneg soból hag ar rusianeg Соболь / soboly, an daou c'her o talvezout kement ha sebelinez, e teu sabel – ur feur e oa sabel e deroù an ardamezouriezh eta, kent treiñ da brigwerenn.
- Tri liv hepken a veze implijet er penn-kentañ : geoteg, glazur ha gul.
Lodennoù ar skoedoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dibaot ivez eo ar skoedoù ul liv hepken warno, tra ken ; plaen pe leun a reer anezho. An abeg da gement-se eo n'eus ket kalz livioù da zibab ; skoedoù tiegezhioù pe vroioù kozh-tre o deus skoedoù plaen, Breizh en o zouez : en erminig plaen eo skoed Breizh[4].
Lodennet eo ar pep niverusañ eus ar skoedoù neuze.
- Lodennoù diazez
Hervez merk an taolioù kleze war ar c'hoad pe ar metal e vez lodennet ar skoed plaen : un taol hepken a vez merket er c'hondon pe a droc'h ar skoed dre an hanter bewech ; etre krommelloù emañ an niver a daolioù kleze o deus lodennet ar skoed.
- En gul eo diskouezet al lodennoù, hogen e forzh pe feur, metal pe brigwerenn e c'hallont bezañ, evel-just.
-
Plaen (0)
-
Kondon (1)
-
Rannet (1)
-
Troc'het (1)
-
Skejet (1)
-
Benet (1)
- Lodennoù eilrenk
Pa vez kenstrollet meur a lodennadur diazez, muioc'h eget un taol kleze neuze, e vez savet lodennadurioù all. Setu amañ al lodennoù eilrenk, o verkañ mui-ouzh-mui a daolioù kleze war ar skoed.
-
Palefarzhet (2)
-
Treuzpalefarzhet (2)
-
Kabellet (2)
-
Lavreget (2)
-
Briadennet (2)
-
Kembaret (3)
-
Barlennet (4)
-
Gwerzhidet (8)
-
Gwezboellek (11)
-
Talbennanet (12)
Kargoù ar skoedoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kargoù a reer e yezh an ardamezouriezh eus an traezoù a vez dikouezet war ur skoed.
Tri doare kargoù zo :
- ar pezhioù briel, a vez linennek bepred ; ar c'hargoù koshañ int ; eus geriaoueg ar c'hilvizerezh e teu ar pep niverusañ eus o anvioù, pa ne gemmont ket lec'h a skoed da skoed : framm ur skoed-ardamez ez int.
- an traezoù, a zo lunioù mentoniel ;
- ar skeudennoù, a zo tresadennoù loened, plant, tammoù tud... kement tra n'eo na pezhioù briel na traezoù eta.
N'eus lec'h resis ebet deverket d'an traezoù ha d'ar skeudennoù war ur skoed.
Ar pezhioù briel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deveret diwar al lodennoù eo ar pezhioù briel, met n'eus anezho nemet un drederenn pe ur c'hard eus gorread ar skoed.
-
Barlenn
-
Bevenn
-
Bevenn genframmek
-
Eilenn beuliek
-
Eilenn dreustellek
-
Eilenn sourinet
-
Kab
-
Kebrenn
-
Div gebrenn
-
Teir c'hebrenn
-
Kembar
-
Konk
-
Koñson
-
Krennbalefarzh
-
Kroaz
-
Gwifrell
-
Gwiskad
-
Lammell
-
Milgin
-
Ourl
-
Peul
-
Plezhek
-
Skouerell
-
Sourin
-
S. amgrannellet
-
S. dentek
-
S. c'harzentek
-
S. goñchek
-
Tostal
-
Treustell
-
T. granellet
-
T. amgranellet
-
T. c'hourc'hranellet
-
T. c'hinc'hourc'hranellet
-
Treustellan
-
Goudreustell
-
Goudreustellaouek
Setu amañ un nebeud resisadennoù a-fed geriaoueg an ardamezouriezh a-zivout ar pezhioù briel.
- Erion a reer eus ar vevenn pa vez moan.
- Nein eo anv ar c'hab pa vez moanoc'h eget un drederenn eus ar skoed.
- Krennbalefarzh a reer eus ar c'honk pa vez ken bras hag ur c'hard eus ar skoed.
- Tintenn a reer eus ar gebrenn pa vez moan.
- Ar peul a dro da balouer pa vez moan, ha da c'houbalouer pa vez moan-moan.
- Ur peul lakaet da gejañ ouzh un dreustell eo ar groaz, anvet gougroaz pa vez moan.
- Ar sourin a dro da sourinan pa vez moan, da c'housourin pa vez moanoc'h c'hoazh.
- Ur wifrell lakaet da gejañ ouzh ur sourin eo al lammell, anvet goulammell pa vez moan ; "kroaz Sant-Andrev" a reer ivez eus al lammell, a weler war skoed-ardamez Bro-Skos, a zo en glazur e c'houlammell argant.
- An tostal a dro da dostalan pa vez moan.
- An dreustell a dro da dreustellan pa vez moan, ha da c'houdreustell pa vez moanoc'h c'hoazh.
Gorreet e vez ur pezh briel pa vez lakaet tostoc'h da gab ar skoed eget d'e veg, gouzizet e vez pa vez lakaet tostoc'h d'ar beg eget d'ar c'hab.
Divouedet e vez ur pezh briel pa vez krennet, da lavaret eo pa ne stok ket ouzh lez ar skoed.
An traezoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evel-just ez eus anvioù arbennik e yezh an ardamezouriezh evit lod traezoù, da lavaret eo al lunioù mentoniel.
-
Bezantenn
-
Kanochenn
-
Karrell
-
Kreskenn
-
Mailhenn
-
Ruilhenn
-
Steredenn
-
Talbennan
Arouez ur pezh-moneiz eus Bizantion eo ar vezantenn, alese hec'h anv.
- Toullet e vez an traezoù pa vez un toull bihan en o c'hreiz, ha dileuniet e vezont pa vez bras an toull — ur vezantenn dileuniet eo ar ruilhenn neuze, hag un talbennan dileuniet eo ar vailhenn.
- Metalek (aour, argant, dir) e vez ar vezantenn ; torzhell a reer eus an hevelep traez pa ne vez ket (gul, sabel hag all).
Ar skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalz skeudennoù a bep doare a c'haller gwelet war ar skoedoù-armadamez ; setu amañ ar re baotañ – en livioù all e c'hallont bezañ, evel-just.
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Ael
-
Penn Morian
Loened
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Arzh rampant
-
Avank
-
Beked
-
Bleiz tremenant
-
Bran en-gwirion
-
Braoged kein-ouzh-kein
-
Buoc'h tremenant ourouleret
-
Dañvadez
-
Delfin
-
Demm tremenant
-
Draeneg
-
Ejen tremenant
-
Erez a-letu
-
Erez dispak
-
Erez daoubennek
-
Erez daoubennek kurunennet
-
Erez kurunennet
-
Erez e zivaskell
ouzh beg -
Erez o tagañ
un draeneg -
Erezig
-
Erezig
-
Erminig gwakoliet
-
Gadgiez gwakoliet
-
Gevrenn
-
Gwenanenn
-
Heizez
-
Herlegon
-
Kaerell dremenant
-
Arbenn karv
-
Gouezhoc'h
-
Karv tremenant
-
Kaouenn
-
Kazh tremenant
-
Kilhog
-
Koailh
-
Krabanoù erez
-
Leon
-
Leon kudennek
-
Leoned kein-ouzh-kein
-
Leoned tal-ouzh-tal
-
Leon erminiget
-
Leon Sant Mark
-
Leonparzh
-
Logodenn-dall
-
Marc'h redant
-
Naer
-
Naer
-
Naered enweet
-
Naered hadet
-
Naered kein-ouzh-kein
-
Naered tal-ouzh-tal
-
Oan gourvezet
-
Oan-fask
-
Penndog
-
Pig en-gwirion
-
Pilikant
-
Struskañval
-
Tourc'h tremenant
-
Tourc'h tremenant
Arouezioù mojennel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Adannaer
-
Aerouant
-
Amfennaer
-
Denvarc'h
-
Morwreg
-
Naer-dour
Plant ha frouezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Askolenn
-
Banal
-
Barr kelenenn
-
Blokad greunwin
-
Delienn derv en gwirion
-
Flourdilizenn
-
Flourdiliziek
-
Gwezenn
-
Hadeg louzoù-an-Dreinded
-
Louzaouenn-an-Dreinded
-
Manal ereet
-
Melionenn
-
Melionek
-
Merveskenn
-
Merveskenn
-
Merveskenn
-
Merveskenn
-
Mezenn
-
Pempdiliaouenn
Skeudennoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Alc'hwezioù lammellet
-
Askell
-
Bombezenn danet
-
Boned albaniat
-
Branell
-
Brec'h ouzh kleiz
-
Daou zorn start
-
Drailhenn tri fezh
-
Eor
-
Fremailh
-
Fremailh
-
Fremailh
-
Fustwareg
-
Kalon entanet
-
Kalon gant he c'hroaz
-
Kalon gurunennet
-
Kalonoù hadet
-
Kalon treuzet gant
ur saezh -
Kalon treuzet gant
div saezh -
Kanochenn
-
Kanochenn doull
-
Katellrodenn
-
Kleze gwifrellet
ouzh beg -
Kleze gwrifrellet
ouzh kab -
Kleze peuliek
ouzh beg -
Kleze peuliet
ouzh kab -
Kleze sourinet
ouzh beg -
Kleze sourinet
ouzh kab -
Klezeier lammellet
ouzh beg -
Klezeier lammellet
ouzh kab -
Klouedenn
-
Kregilhenn
-
Kroaz branellek
-
Kroaz dereziaouek
-
Kroaz eoriek
-
Kroaz Jerusalem
-
Kroaz kroaziganek
-
Kroaz latin
-
Kroaz Malta
-
Kroaz Toloza
-
Krommgleze
-
Kurunenn roue volzek
-
Kurunenn roue zigor
-
Lestr
-
Mailhennek
-
Mentel
-
Rod
-
Ruilhennoù, 3, 3, 3
-
Skarbouklenn
-
Stroll kon
Ar c'hinkladurioù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-feur ma tremenas an amzer e voe lakaet kinkladurioù tro-dro d'ar skoedoù-ardamez, evit diskouez lodennoù all eus merkoù ar berc'henned.
- Un arskoed a voe lakaet a-us ar skoed.
- Ur gurunenn e oa evit un ezel eus an noblañs, un helm – tokarn ar Grennamzer – evit ur marc'heg, ur mintr evit un den a Iliz, ur vur evit ur gêr, pe un dra bennak all, hervez dere pe vicher perc'henn ar skoed.
- Ur briger a voe lakaet a-us an arskoed.
- Unan eus pezhioù ar skoed e vez peurliesañ : ul leon kurunennet e oa war ardamezioù duged Breizh adalek 1316 betek 1514, evel ma weler war ar skeudenn amañ a-zehoù.
- Lambrikinoù, da lavaret eo bandennoù danvez pe c'hoazh delioù, a vez lakaet alies da ziskenn eus kostezioù ar briger betek ar skoed.
- A-us ar briger emañ al lugan, skrivet war ul lietenn.
- Ur youc'hadenn-vrezel eo al lugan, evit kalonekaat ar vrezelourien war an dachenn-emgann.
Malo au riche duc !
e oa hini duged Breizh, haTorr e benn !
hini ar Vretoned e-pad Emsavadeg ar Bonedoù ruz e 1675. Montjoie ! Saint-Denis !
e oa hini ar C'hallaoued haSaint George !
hini ar Saozon.
- Dalc'herien a voe lakaet da c'houde, a zo skeudennoù tud, loened pe draoù a zalc'h ar skoed en e sav.
- "Dalc'herien" eo ar ger hollek, hogen evit tud e talvez dalc'herien ez-resis ; dalc'hered a lavarer pa vez loened, ha dalc'herioù pa vez traezoù.
- N'eo ket ret e vefe dalc'her an tu dehoù heñvel ouzh hini an tu kleiz.
- Alies e vez an dalc'herien war ur skor, a c'hall bezañ un treust evel war ardamezioù Belgia, pe ur bradenn, pe traezoù all.
- Dindan ar skoed, ouzh ar skor alies, e kaver a-wechoù un urzh, da lavaret eo ur vedalenn ofisiel bet grataet da berc'henn ar skoed gant e vestr pe gant penn ar Stad evit e enoriñ a-c'houde ur gur pe un emzalc'h a zelleze bezañ garedonet ez-ofisiel.
- E traoñ an ardamezioù emañ sturiad perc'henned ar skoed ; ger-stur pe ger-ardamez a lavarer ivez.
- Ul lavarenn a zispleg dre verr doare ar perc'henn da ren e vuhez eo ar sturiad. E latin e veze alies er Grennamzer.
Kentoc’h mervel eget bezañ saotret
eo sturiad Breizh, a ra dave da feur gwenn-kann an erminig er goañv.Liberté, égalité, fraternité
eo ger-stur Bro-C'hall abaoe 1790, goude an Dispac'h gall (skarzhet e oa bet gant Napoleone Buonaparte da vare an Impalaeriezh C'hall Kentañ, hag adlakaet goude e ziskar) ; e galleg,Dieu et mon droit
eo hini ar Saozon.
- Ur vantell a vez o wiskañ ar skoed hag e zalc'herien alies, evel war ardamezioù Belgia c'hoazh.
A skoed da skoed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa 'z eo pep skoed tra e berc'henn(ez) hepken ez eo berzet diskouez unan a zo heñvel-mik ouzh ur skoed bet diskouezet kentoc'h. Dre ma ne c'haller ket anaout kement skoed a zo er bed e c'hoarvez a-wechoù e vefe kinniget unan a zo dija : en degouezh-se ez eo ar skoed koshañ a vir e zoareoù, hag an hini nevesañ a rankor kemmañ.
- Un diforc'h zo etre skoed Sainte-Hermine ha hini Breizh, daoust d'an daou bezañ en erminig plaen : 36 brizhenn erminig war 7 renkennad zo en hini nevez, 38 war 8 renkennad zo en hini Breizh.
En un tiegezh e tremen ar skoed a rumm da rumm, dre ar bugel henañ. Mar fell da c'hoar pe vreur kaout ur skoed ivez e rank degas diforc'hioù er skoed nevez dre gemmañ ul liv, ur pezh briel pe ur c'harg. Alies-tre e talvez ar c'hargoù da zoujañ d'ar reolenn-se : kemmañ, lemel pe ouzhpennañ unan zo mat, ha trawalc'h eo lakaat un dreustell da c'houdreustell evit ma vefe degemeret ar skoed nevez. Aotreet eo unvaniñ daou skoed a-benn sevel unan nevez, a reer ur pennon anezhañ neuze. Ur pennon eo skoed kêr Lannerell.
Lenn ur skoed-ardamez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Resis-kenañ eo yezh an ardamezouriezh. Pa zeskriver ur skoed neuze e ranker heuliañ un urzh strizh hag implijout ar gerioù a zere, evit ma c'hallfe forzh pe zen a gompren ar yezh bezañ gouest da welet
ar skoed dre spered hag e dresañ difazi mard eo ret.
Bewech e kroger dre al lodennadur : palefarzhet, rannet, troc'het... heuliet gant al livioù en ur gregiñ gant ar re ziazez, ar pezhioù briel da c'houde, hag all. Hollret eo bezañ klok ha resis evit ma ne vefe tamm kammveizadur ebet.
Goude bezañ deskrivet ar skoed e c'haller kendelc'her gant e ginkladur : helm, kurunenn, dalc'herien hag all, kement tra a zo en ardamezioù a venner displegañ. Da echuiñ e veneger ar sturiad hag al lugan.
- Atav e vez graet gant en dirak al livioù, evit diforc'hañ diouzh ar perc'hennañ e : en gul e ruilhenn en aour, da skouer.
Setu amañ deskrivadur skoedoù kêrioù-penn an nav bro a ya da sevel Breizh – skoed Breizh a ouzit deskrivañ dija : en erminig plaen.
Dol | ||
En aour e deir zalbennan en glazur, karget pep hini gant ur ganochenn en argant, adkarget gant ur vrizhenn erminig en sabel ; e gab en glazur karget gant teir flourdilizenn en aour. |
Gwened | ||
En gul e garell tremenant en argant, gwakoliet etre aour hag erminoù. |
Kastell-Paol | ||
Rannet : ouzh 1 en aour e leon kudennek o terc'hel ur gammell eskob en gul ; ouzh 2 en erminoù karget gant ur gouezhoc'h en sabel lagadet ha stilhonet en argant, gwakoliet gant ur gurunenn en aour, o skorañ un tour en gul tourigellet a dri fezh ouzh konk a-zehoù. |
Kemper | ||
En glazur e dourc'h tremenant en argant, kernielet ha krabanet en aour ; en gab en erminoù. |
Landreger | ||
En glazur e lestr en argant e ouelioù dispak, mordoant war ur mor kevliv, eilet ouzh kab ouzh dehoù gant ur skoedig en glazur e deir flourdilizenn en aour, 2, 1 hag ouzh kleiz gant ur skoedig en erminoù. |
Naoned | ||
En gul e lestr greet en aour, gouelet en erminig, mordoant war ur mor geotet ; e gab en erminoù. |
Roazhon | ||
Peuliet en argant ha sabel a c'hwec'h pezh ; e gab en argant karget gant pemp brizhenn erminoù. |
Sant-Brieg | ||
En glazur e leonerer en aour, krabanet ha teodet en gul. |
Sant-Maloù | ||
En gul e oged en aour o tifoupañ diouzh ar beg ha diouzh al lezioù, leinet gant un erminig tremenant en gwirion, gwakoliet etre aour hag erminoù. |
Sevel ur skoed-ardamez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwir en deus pep den da sevel e skoed-ardamez, ha da sevel kinkladurioù tro-dro dezhañ mar fell dezhañ.
Ret eo avat doujañ da reolennoù an ardamezouriezh evit en ober, ha gwiriañ hag-eñ n'eus ket bet enrollet ur skoed heñvel-mik ouzh an hini a venner sevel.
Implijout kargoù anavezet a c'haller ober, pe ijinañ reoù all a glot gwelloc'h gant ar pezh a venner displegañ : netra ne vir ouzh un den anvet "Lagadeg" a lakaat ur mell lagad e kondon e skoed.
Heñvel eo gant al livioù : gant ar milionoù a livioù a zo e c'haller dibab unan resis, da skouer WWWW, a zo #c1cdc1 en HTML ha 193 205 193 en RGG (RuzGwerGlas, RGB e saozneg ha RVB e galleg, HoneyDew3 o vezañ e anv etrebroadel).
Evel-just, dibab ar pezh a vo war ar skoed eo ar pep diaesañ. Tu zo da c'hoari gant anv an den, evel "Lagadeg", pe gant ar pezh a blij dezhañ (ur steredenn evit un den a zo tomm ouzh ar steredoniezh, ur barr-livañ evit ul livour, hag all), pe c'hoazh gant ar pezh en deus graet, evel ur pezh echedoù mard en deus gounezet ur c'hampionad echedoù. Al lec'h m'emañ o chom, istor e familh, pep tra a c'hall bezañ un andon.
Gwell eo sevel meur a raktres, en ur zelc'her soñj eus ur reolenn diazez : seul eeunoc'h ar skoed-ardamez, seul vravoc'h, seul aesoc'h da gounaat... ha seul aesoc'h da zeskrivañ.
Disklêriañ ur skoed-ardamez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E gwir Bro-C'hall e vez sellet ouzh ar skoedoù evel oberennoù arzel, ha lezennoù Bro-C'hall eo a vez lakaet da dalvezout evit Breizh ivez.
Evit enrollañ ur skoed-ardamez evel oberenn arzel ha chom perc'henn(ez) warnañ e ranker neuze e zisklêriañ ez-ofisiel en Institut National de la Propriété Intellectuelle (INPI).
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Gwenedour niv. 18-19, in 8, 40 pajenn.
- ↑ Philippe Rault, Les drapeaux bretons, des origines à nos jours, Coop Breizh, 2006, ISBN 978-2-84346-088-3.
- ↑ Geoted hervez OPAB /sinople.
- ↑ Ha hini Sainte-Hermine e Vendée e Bro-C'hall, met un diforc'hig zo etrezo.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (br) Yellen hag Abennez : Dafar evit ur c'heriaoueg a'n Ardamezourieh, Akademiezh Vreizh, 1965.
- (br) Divi Kervella, An ardamezouriezh, er gazetenn Talabao, niv. 4, Gouere/Eost 1987, pp. 13–20, embannet gant An Here.
- (fr) Aozer dianav (e-tro 1450). Le Blason des couleurs en armes, livrées et devises
- (fr) Nîmes : Éditions Lacour, 2010 ; 126 pajenn (ISBN 978-2-7504-2534-0)
- (fr) Boudreau, Claire. L'héritage symbolique des Hérauts d'armes – Dictionnaire encyclopédique de l'enseignement du blason ancien (XIVe-XVIe siècle). Paris : Les Éditions Le Léopard d'or, 2006 ; 3 levrenn, 1 592 pajenn (ISBN 978-2-86377-204-1).
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (br) Kevredigezh bannielouriezh hag ardamezouriezh Breizh
- (fr) Ardamezeg Breizh savet gant Charles d'Hozier (1640-1732)
- (fr) Mundus Heraldicus