Mont d’an endalc’had

Sebelinez

Eus Wikipedia
Sebelinez


Kudenn ebet (LR/lc)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Mustelidae
Iskerentiad : Mustelinae
Genad : Martes
Anv skiantel
Martes zibellina
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar sebelinez, pe zibelin, (Martes zibellina) a zo ur c'higdebrer bihan, kar d'ar mart, hag a vev e hanternoz Azia eus menezioù Oural betek Mongolia ha Japan.

Gwechall e kaved anezhi e kornôg Rusia, e Skandinavia hag e Polonia ivez. Brudet eo evit he c'hreoñ a vez implijet evit ober kalz doareoù dilhad evel, da skouer, ar shtreimel. Meur a liv e c'hell bezañ he blevenn met an hini a brizier ar muiañ eo an hini du, a zo ''sabel'' en ardamezouriezh.

Preizherien-deiz eo ar sebelinezed. Gant o c'hwesha hag o c'hleved ez eont da hemolc'hiñ anevaled bihan. En natur e vezont gouez a-walc'h met posupl eo o doñvaat m'o c'hemerer yaouank. Da c'hoarius ha kurius ez eont neuze.

Er c'hontrol d'ar marted arall eo ar sebelinezed loened-douar dreist-holl. Hemolc'hiñ a reont tamiaed, gwiñvered, logod, evned bihan, ha pesked. Debriñ a c'hellont hugennoù ivez pa vez ral ar boued. Pa vez fall an amzer e viront boued en o douarenn.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]