Francesco Iañ de' Medici

Eus Wikipedia
Francesco I de' Medici en-yaouank
Poltred Francesco I de' Medici, gant Agnolo Bronzino.
Janed Aostria, e wreg kentañ.
Bianca Cappello, gant Alessandro Allori. Uffizi, Firenze.

Francesco I de' Medici (Firenze 1541-1587) a oa mab henañ Cosimo I de' Medici‎ hag Eleonora di Toledo e wreg. Dug-meur Toskana e voe war-lerc'h e dad.

Ne oa ket troet-kaer gant ar politikerezh, met evel un tirant e renas. Plediñ a reas gant ar skiantoù, an alkimiezh, an disavouriezh, hag ar c'hinklañ dreist pep tra.

Eñ an hini a grogas da zastum taolennoù en Ofisoù, ha d'ober e studiolo ». Giorgio Vasari an hini a reas war-dro sevel ha leuniañ anezhañ eus 1570 da 1572, er Palazzo Vecchio e Firenze.

E 1563 e voe anvet da gardinal hag ez eas da Roma. Gwarezer arzourien e voe, hervez doare e dad. Gantañ e voe kaeraet ar Villa Médicis a-benn goudoriñ e zastumadoù delwennoù klasel, a-raok ma voent kaset d'an Ofisoù.

E 1576, pa voe lazhet he c'hoar Isabella de' Medici gant he fried ne glaskas ket laou e penn he muntrer.

Dimeziñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a reas da Janed Aostria, pe Janed Habsbourg, nizez d'an Impalaer Karl V, ha pemp bugel o doe. Div verc'h a eas da wragez, en o zouez Maria de' Medici, a zimezas d'ar roue gall Herri IV. Goude marv e wreg e 1578 e timezas d'e bried-kleiz, Bianca Capello; kement-se ne roas ket brud vat dezhañ e-touez ar bobl, a oa troet abaoe pell a-enep dezhañ, hag a damalle e vuhez fall dezhañ .

Marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a eure, war un dro gant Bianca d'an 19 a viz Here 1587. Pell amzer e voe kredet e oa marteze gant ar malaria, goude ma oa diskred e c'halle bezañ goude lonkañ kontamm. Lavaret ez eus bet e oa Ferdinando Iañ de' Medici (1587-1609), breur d'he fried an dug-meur Francesco ha dug-meur war e lerc'h, an hini a oa kiriek da se: en e di o devoa koaniet ha kasoni a vage ouzh Bianca.

E miz Kerzu 2006 e oa kaoz e kazetennoù Italia eus dielfennadur avuoù an daou bried ha kavet roud eus arsenik.

E 2007 eo bet kadarnaet ar c'hontammadur, gant ur studienn embannet er British Medical Journal[1]. Ar muntr avat n'eo ket prouet.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Le Nouvel Observateur, n° 2201, 18-24 Genver 2007, p.85