Mont d’an endalc’had

Bianca Cappello

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Bianca Capello)
Poltred Bianca Cappello, gant Alessandro Allori, Uffizi
Bianca Cappello poltredet gant Lavinia Fontana.
Bianca hag Antonio de' Medici

Bianca Cappello a oa un itron eus Firenze er XVIvet kantved. Serc'h e oa da Francesco Iañ de' Medici 1574-1587, eil dug-meur Toskana. Hennezh a oa dimezet, ha pemp bugel dezhañ. Goude marv e wreg e 1578 ec'h addimezas an dug-meur da Bianca Capello.

Merc'h e oa da Pellegrina Morosini ha Bartolomeo Cappello, un denjentil pinvidik-mor eus Venezia. Brudet e oa he c'hened hag he deskadurezh.

Da 15 vloaz ec'h orgedas ouzh Pietro Bonaventuri, ur paotr yaouank eus kêr Firenze, hag a laboure e Bank ar Salviati e Venezia. E miz Du 1563 e tec'has an daou yaouank da Firenze, gant bravigoù ar plac'h. E 1564 e voe lidet an eured. Ur verc'h o doe, anvet Virginia.

Gouarnamant Venezia a reas e seizh gwellañ da adtapout ar plac'h hag ar braverioù, met gwarezet e oa an daou yaouank gant an dug-meur Cosimo Iañ de' Medici. A-benn ar fin e voent laosket sioul.

Fall e troe an traoù gant tud he fried, labourerien baourtroet gant hec'h arc'hant. Ouzhpenn-se e oa krog mab an dug-meur Francisco da ober war-dro Bianca, goude ma oa dimezet da Janed Aostria, pe Janed Habsbourg, nizez d'an Impalaer Karl V, ha da ginnig bravigoù hag arc'hant d'ar Venezianez koant. Evit sioulaat ar gwaz e voe roet labour dezhañ el lez ha lakaet merc'hed all war e dro. Un deiz, e 1572, e voe lazhet Pietro e straedoù Firenze.

Cosimo Iañ de' Medici a varvas en 1574 ha Francisco a renas war e lerc'h. Staliañ a reas Bianca en ur palez eus ar re gaerañ, tostik d'e hini, diseblant ouzh an dichekadenn a rae d'e bried war un dro: hennezh eo ar Palazzo di Bianca Cappello, savet gant an tisavour Bernardo Buontalenti. Mervel a reas Janed en 1578 ha dimeziñ a reas Francisco didrouz gant Bianca e Mezheven 1579. Diwezhatoc'h e voe graet ar banvez eured.

Mervel a eurejont o daou d'an 19 a viz Here 1587, ha pell amzer e voe kredet e oa marteze gant ar malaria, goude ma oa diskred e c'halle bezañ goude lonkañ kontamm. Lavaret ez eus bet e oa Ferdinando Iañ de' Medici (1587-1609), breur d'he fried an dug-meur Francesco ha dug-meur war e lerc'h, an hini a oa kiriek da se: en e di o devoa koaniet ha kasoni a vage ouzh Bianca.

E miz Kerzu 2006 e oa kaoz e kazetennoù Italia eus dielfennadur avuoù an daou bried ha kavet roud eus arsenik. E 2007 eo bet kadarnaet ar c'hontammadur, gant ur studienn embannet er British Medical Journal. Ar muntr avat n'eo ket prouet.

Gant buhez Bianca Cappello eo bet awenet Thomas Middleton da skrivañ Women Beware Women.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Romanin. Samuele, Lezioni di storia Veneta, vol. ii. (Florence, 1875)
  • Saltini, G. E. Tragedie Medicee domestiche (Florence, 1898)
  • Stedman, Elizabeth Clementine Bianca Capello, A Tragedy (1873)
  • Steegman, Bianca Cappello (Baltimore, 1913)