Kleñved ar paludoù

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Malaria)
Mikrograf electron ur malaria sporozoit

Kleñved ar paludoù pe Malaria (diwar an italianeg : mal'aria, « aer fall ») a zo ur pore hag ur c'hleñved-red drastus abalamour da arvevaded. Pakañ a reer ar malaria pa zeu an arvevaded er gwad. Ur poreadur marvel zo graet gante betek lazhañ miliadoù a dud bep bloaz ( 207 million a dud klañv ha 627 000 aet da anaon er bloavezh 2012).

Kaozioù kleñved ar paludoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Protozoaned anvet Plasmodium eo an arvevaded hag a zo kaoz eus ar malaria. Bevedegoù gant ur gellig eo ar protozoaned ; disheñvel int ouzh ar bakteri a zo bihanoc'h hag eeunoc'h.

Meur a spesad Plasmodium a c'hell pakañ un den :

Poread grevus
  • Plasmodium falciparum
Poread krenn
  • Plasmodium malariae
  • Plasmodium ovale
  • Plasmodium semiovale
  • Plasmodium vivax
Spesadoù hag a bore primated all
  • Plasmodium knowesli

Istor kleñved ar paludoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad pell e oa bet soñjet e tegouezhe ar c'hleñved abalamour da aer fall ar gwernioù hag an dour ha setu perak e oa bet anvet Malaria (diwar an italianeg : mal'aria, « aer fall »).

D'ar 6 a viz Du 1880 e ospital soudard Constantine (Aljeria C'hall), ur medisin soudard el lu Gall, Alphonse Laveran, en deus dizoloet ar c'hleñved. Bet en deus bet ur priz Nobel korfadurezh pe medisinerezh er bloavezh 1907.

Er bloavezh 1897 Ronald Ross ur medisin Saoz (Priz Nobel e 1902) a brou e teu kleñved ar paludoù pe Malaria dre ar moustik ha n'eo ket dre an aer lous.

Kontammerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Malaria pe kleñved ar paludoù a vez degaset etrezek Mab-Den dre flemmadennoù ar moustik[1]

Moustik prest da flemmañ ha da dreuzkas kleñved ar paludoù

Arouezioù ar c'hleñved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa vez tapet unan bennak gant kleñved ar paludoù e teu war wel arouezioù evel[2]:

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]