Ferdinando Iañ de' Medici
Ferdinando Iañ de' Medici ( Firenze 1549-1609) a voe Kardinal eus an iliz katolik ha dug-meur Toskana war -lerc'h e vreur Francesco Iañ de' Medici.
Mab e oa da Cosimo I de' Medici ha da Eleonora di Toledo. e voe
Dimeziñ a reas da Cristina di Lorena
E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ferdinando a oa c'hwec'hvet bugel an dug-meur Cosimo Iañ de' Medici ha Eleonora di Toledo, merc'h da Don Pedro Alvarez de Toledo, besroue spagnol rouantelezh Naplez. Anvet e voe da gardinal e 1562, d'an oad a 14 vloaz, kerkent goude marv e vreur kardinal Giovanni.
E Pisa e varvas e vamm Eleonora gant ar malaria, hag ivez e vreudeur Giovanni ha Garzia, ha ne chomas nemetañ bev. Diwezhatoc'h e voe taget gant an droug-skevent.
Bloavezhioù ren[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ren a reas Ferdinando Iañ e Dugelezh-veur Toskana war-lerc'h e vreur Francesco Iañ de' Medici adal 1587, pa oa 38 bloaz. E Roma, evel kardinal, en devoa Ferdinando diskouezet e oa ur merour ampart.
Mirout a reas ar garg a gardinal pa voe lakaet da zug-meur, met, en arbenn d'an Dierniezh, e rankas dilezel ar garg da zimeziñ da Cristina di Lorena e 1589.
Pa varvas e 1609, en devoa pevar bugel. An henañ e oa Cosimo II de' Medici, a renas adal e 19 vloaz. E verc'h Claudia (1604-1648) a zimezas da Federico Ubaldo, dug Urbino, ha goude intañveziñ ec'h addimezas da Leopold V Aostria.
E meur a zoare e reas Ferdinando Iañ ar c'hontrol-fed eus e vreur Francesco a-raokañ. Un den eeun ha brokus e oa, ha ren a reas hep garventez.
Paeroniañ an arzoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E vab henañ Cosimo II de' Medici a renas war e lerc'h.
Arnod trevadenniñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Patrom:Casato dei Medici Ferdinando Iañ a glaskas kas da benn un arnod trevadenniñ en Amerika[1]. Aozañ a eure ur veaj betek aodoù hanternoz Brazil ha Gwiana a loc'has e 1608 eus porzh nevez brasaet Livorno[2]. E penn arveaj-se e oa ar c'habiten saoz Thornton. Pa zistroas Thornton da Livorno e 1609 eus e droiad da Amazonia e klevas e oa marvet Ferdinando Iañ abaoe un nebeud mizioù hag e oa echu gant hunvre an trevadennerezh dindan an dug-meur nevez Cosimo II D'ar 7 a viz C'hwevrer 1609 e varvas an dug-meur hag e Firenze ne soñjas den ebet ken e sevel un drevadenn tramor .[2]}}
E vugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Nav bugel o doe Ferdinando ha Cristina di Lorena:
- Cosimo ( 1590-1621), dug-meur Toskana, a zimezas da Maria Magdalena Aostria (1589-1631), c'hoar d'an Impalaer Santel Franz II;
- Eleonora (1591 - 1617);
- Caterina ( 1593 - 1629) a zimezas da Ferdinando Gonzaga, dug Mantova;
- Francesco (1594 - 1614);
- Carlo (1595 - 1666), kardinal;
- Filippino (1598 - 1602);
- Lorenzo (1599 - 1648);
- Maria Maddalena (1600 - 1633) ganet nammet, a vevas en ur gouent ;
- Claudia (1604 - 1648) a zimezas da Federico Ubaldo Della Rovere, dug Urbino ha goude d'an arc'hdug Leopoldo V d'Austria.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ R. Ridolfi, Pensieri medicei di colonizzare il Brasile, in «Il Veltro», Roma, Gohere-Eost 1962, pp. 1-18.
- ↑ 2,0 ha2,1 Gli italiani in Brasile (di Matteo Sanfilippo)
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Harold Acton, Gli ultimi Medici, ISBN 88-06-59870-8