Enez Trinidad

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Inizi Trinidad ha Tobago.

Enez Trinidad zo un enezenn er Mor Karib, tost da aod Venezuela, hag enez vrasañ Trinidad ha Tobago. Enni emañ ar gêr-benn, Port of Spain.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dizoloet e voe gant Alonso Pérez Nizardo, ur c'habiten dindan Kristof Koulm, d'an 31 a viz Gouhere 1498, e-kerzh e drede beaj. En 1530 e voe aloubet gant Spagnoled dindan Antonio Sedeño, a voe ar c'hentañ gouarnour adalek 1532, hag a ziazezas Proviñs Trinidad, ha San José de Oruña e oa ar gêr-benn.

D'an 18 a viz C'hwevrer 1797 e voe kemeret Trinidad gant Breizh-Veur.