Kristol Goulm

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kristof Koulm)
Kristol Goulm
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRepublik Genova Kemmañ
AllegianceKurunenn Kastilha Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denCristoforo Colombo, Christoffa Corombo Kemmañ
Anv ganedigezhChristophorus Columbus Kemmañ
Anv-bihanCristoforo Kemmañ
Anv-familhColombo Kemmañ
Deiziad ganedigezh1451 Kemmañ
Lec'h ganedigezhGenova Kemmañ
Deiziad ar marv20 Mae 1506 Kemmañ
Lec'h ar marvValladolid Kemmañ
Abeg ar marvheart failure Kemmañ
Lec'h douaridigezhCatedral de Sevilla Kemmañ
TadDomenico Colombo Kemmañ
MammSusanna Fontanarossa Kemmañ
Breur pe c'hoarBartholomew Columbus, Diego Colombos Kemmañ
PriedFelipa Perestrelo Moniz Kemmañ
Kompagnun(ez)Beatriz Enríquez de Arana Kemmañ
BugelFerdinand Columbus, Diego Columbus Kemmañ
FamilhColumbus family Kemmañ
Den heverkJuan Perez, Antonio de Marchena Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetspagnoleg Kemmañ
Micherexplorer, sailor, seafarer, traveler, inventor Kemmañ
Tachenn laboursea shipping, marine transportation, seamanship Kemmañ
Kargprofanador, Viceroy of the Indies Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
Religious orderThird Order of Saint Francis Kemmañ
Grad milourelamiral, almirante de la mar Océana Kemmañ
Military unitColumbus' fleet Kemmañ
Ezel eusColumbus Conquistador of America Kemmañ
Levezonet gantPierre d'Ailly, Paolo dal Pozzo Toscanelli, Klaudios Ptolemaios, Marco Polo, John Mandeville Kemmañ
Present in workChristophe Colomb Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ
Kristol Goulm, taolennet gant Sebastiano Del Piombo

Kristol Goulm[1],[2] (Cristóbal Colón e kastilhaneg hag en holl vroioù spagnolek Amerika) a oa ur moraer e servij Kastilha, bet ganet e Genova (Italia) war-dro 1451 ha marvet e Valladolid e 1506. E veajoù eo a lakaas tud Europa da anavezout Amerika. Ne c’heller ket ober anezhañ kavadenner Amerika koulskoude.

E anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a stumm zo d'e anv, hervez ar yezh.
E brezhoneg e kaver ouzhpenn Kristol Goulm : Kristoc'h Koulm, Kristof Koulm pe Kolomb, e katalaneg Cristòfol Colom, e kastilhaneg Cristóbal Colón, e portugaleg Cristóvão Colombo, en italianeg Cristoforo Colombo, e saozneg Christopher Columbus, deuet eus ar stumm latin Christophorus Columbus.

E dud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E dad, Domenico Colombo, a oa gwiader, en Genoa hag e Savona goude. E vamm a oa Susanna Fontanarossa. Tri breur en doa : Bartolomeo, Giovanni Pellegrino, ha Giacomo, hag ur c'hoar, Bianchinetta.

Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit gwir ne ouzer ket hag eus Genova e oa. Un nebeud traoù kevrinus en e vuhez a laka tud zo da soñjal e oa anezhañ un den en doa cheñchet anv goude bezañ graet peñse ha kemeret an anv Colombo, hag e vije bet e gwirionez ur Yuzev eus Portugal marteze, pe eus Katalonia. Ha gwir eo ne implij ket an italianeg en e skridoù, met atav un doare kastilhaneg souezhus, mesket gant gerioù portugaleg.

E 1470 e teuas familh Kristof Koulm da chom da Savona, ha Domenico a zalc'he tavarn eno.

E 1476 ez eas da chom da Lisbon. Eno, dre hanterouriezh familh e wreg, Felipa Moniz, e sinas ur respet gant kompagnunezhioù merdeiñ bras Portugal.

Raktres evit mont da Sina[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levezonet e voe gant mennozhioù skiantourien evel Paolo dal Pozzo Toscanelli pe Pierre d’Ailly war kelc’husted an Douar. Ha soñjal a reas e c’hellfe tizhout Indez ha broioù all ar reter (Sina ha Japan) en ur vont war-zu ar c’hornôg. Met jedet fall en doa ment an Douar, kalz bihanoc’h e oa an treuzkiz jedet gant Koulm eget ar wirionez. Hervez skiantiourien zo e oa Japan (anvet Cipangu gant Europiz ar Grennamzer) war-hed 20 150 km er c’hornôg d’an Inizi Kanariez, en tu all d’ar Mor atlantel, met evit Kristol Goulm ne oa nemet 6 275 km. Reizh a-walc’h e oa an hed jedet gant ar skiantourien, hini Koulm avat a oa gwall bell eus ar wirionez.

Pa oa bet nac’het e raktres gant ar roue João II eus Portugal, ez eas Kristol Goulm d’e ginnig d’ar Rouaned Katolik, Fernando de Aragón hag Isabel de Castilla, (e 1487). Dezho ivez e seblantas ar raktres-se, da gentañ, bezañ dreistdiraez ha ne voe degemeret ganto da vat nemet e 1492. Arc'hant a voe dastumet evit ar veaj digant meur a zen pinvidik en Italia hag e Spagn. Koulm, a oa ur moraer barrek, a voe graet amiral gant ar Rouaned ha prometet e voe dezhañ e vije lezroue an douaroù a vije kavet gantañ.

Ar beajoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kristol Goulm o tegouezhout en Amerika

Ar veaj kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D’an 3 a viz Eost e loc’has tri lestr eus porzh Palos de la Frontera, en Andalouzia, ar La Pinta, an La Niña hag ar Santa María. Mont a rejont da gentañ betek an Inizi Kanariez, a oa e dalc’h ar Spagnoled. D’ar 6 a viz Gwengolo e rejont un arsav eno. Goude 34 devezh war vor e voe tizhet ganto, d’an 12 a viz Here, un enezenn a voe badezet San Salvador (Salver Santel) gant Koulm hag a oa anvet Guanahaní gant an dud a oa o chom warni. P’en em gavas Kristol Goulm gant an dud-se, ur boblad Arawak, anezho henvroidi an inizi-se, e voent kavet peoc’hus-kenañ gantañ. Goude se ez eas betek div enezenn all : Kuba ma touaras d’an 28 a viz Here, hag unan all ma touaras d’ar 5 a viz Kerzu hag a voe badezet gantañ La Española (Hispaniola deuet da vezañ Haiti hag ar Republik Dominikan hiziv). Peñse a reas ar Santa María ha ranket e voe he lezel eno. Distreiñ a reas Kristol Goulm da Europa gant an div vag all. Erruout a reas e Portugal, ma touaras da gentañ, hag e Spagn goude e nevezamzer ar bloavezh 1493. Eno e voe graet dezhañ un degemer eus ar c’hentañ. Diskouez a reas e lez ar Rouaned katolik henvroidi bet sammet gantañ war an inizi, aour ha traoù a bep seurt bet kavet gantañ du-hont : butun, ananaz, yer-Indez.

An eil beaj[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Beajoù Koulm

E-pad e eil beaj (1493-1496) e voe tizhet gantañ an Antilhez Bihanañ, Puerto Rico ha Jamaika. Ar wech-se e oa deuet gant muioc’h a dud : kuitaet en doa Cádiz, d’ar 24 a viz Gwengolo 1493, gant 17 lestr ha 1200 den war o bourzh, evit sujañ ar bobl Arawak hag evit trevadenniñ an inizi. Krouiñ a reas kêr La Isabela en Hispaniola. Kantadoù a Arawaked a voe kaset gant Koulm da sklaved, daoust ma oa bet lavaret dezhañ gant ar Rouaned katolik e tlee skoulmañ darempredoù mat gant an henvroidi gant ar soñj ober kristenien anezho. Ar re eus ar sklaved a erruas e Spagn (kalz anezho a varvas e-pad ar veaj distro) a voe dieubet hag urzh a voe roet da gas anezho d’o inizi en-dro.

An trede beaj[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-kerzh e drede beaj (1498-1500), Kristol Goulm a yeas betek douar-bras Amerika. Kuitaat a reas Sanlúcar de Barrameda d’an 30 a viz Mae 1498 ha tizhout a reas enez Trinidad. Ergerzhet a reas aod an douar-bras war-dro aber ar stêr Orinoco. Goude bezañ bet war inizi Trinidad ha Tobago, ez eas betek Hispaniola en-dro. Eno e voe adkavet gantañ an drevadennerien en doa lezet e-pad e eil beaj. Drouklaouen e oant peogwir ne oa ket ken pinvidik ar vro ha ma oant bet lakaet da grediñ ha peogwir e oa start an darempredoù gant an henvroidi. Klemm a voe savet a-enep Koulm gant trevadennerien ha kaset e voe Francisco de Bobadilla gant ar Rouaned katolik d’ober un enklask. Harzet e voe Koulm, lakaet ar c’hefioù dezhañ ha kaset e voe en-dro da Spagn. Ur wech en em gavet e Spagn e voe didamallet ha lezet da vont. Met koll a reas e ditl a lezroue ha ne zeuas morse a-benn da adc’hounit ar sked hag al lufr a oa bet gantañ. Ouzhpenn se e oa deuet ar Portugalad Vasco da Gama, e-keit-se, da vont war vor betek Indez, en ur ober tro Afrika dre ar su.

Ar pevare beaj[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pevare beaj Kristol Goulm.

Ur pevare beaj a reas Koulm koulskoude (1502-1504). Kuitaat ar reas Spagn d’an 11 a viz Mae 1502. Goude bezañ douaret en inizi Martinik, Hispaniola ha Jamaika, ez eas betek aodoù Kreiz Amerika. Bageal a reas a-hed arvor Honduras, Nicaragua, Costa Rica ha Panama. Goude bezañ taget gant henvroidi e Panama, e rankas ober hent war-zu Hispaniola, met peñse a reas war aod Jamaika. Eno e chomas Koulm hag e dud e-pad meur a viz, divouedet gant an naon, o c’hedal skoazell eus Hispaniola. A-benn ar fin e teuas ar skoazell hag e c’helljont distreiñ da Spagn. Erruout a rejont e Sanlúcar en-dro d’ar 7 a viz Du 1504.

Dibenn e vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa varvas Kristol Goulm d’an 20 a viz Mae 1506, e Valladolid, e oa pinvidik a-walc’h, daoust ma oa bet tennet e ditl a lezroue digantañ, gant an aour en doa kavet gant e dud war Hispaniola. Ha sur e oa c’hoazh e oa erruet war aod reter Azia.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Divi-Kenan Kongar (Frañsez-Mari Kervella), Un damsell war istor Stadoù Unanet an Amerik (1/4), Al Liamm niv.182, 1977 ; Filip Oillo, Levr bourzh ar veaj kentañ, troidigezh levr-bourzh ar merdeer, Al Liamm, 1994, p. 46.
  2. CHANDEIGNE Michel & DUVIOLS Jean-Paul, Sur la route de Colomb et Magellan : idées reçues sur les Grandes Découvertes, Le Cavalier Bleu, 2011 (ISBN 978-2-8467-0391-8)Lenn en-linenn



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.