Sanlúcar de Barrameda

Eus Wikipedia

Sanlúcar de Barrameda a zo ur gêr eus proviñs Cádiz en Andalucía (Spagn), e lez kleiz aber ar stêr Guadalquivir, adal d'ar Parque Nacional de Doñana

65.805 annezad a oa e 2009.


Breizh ha Sanlúcar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kenwerzh a veze er Grennamzer etre dugelezh Breizh ha porzh Sanlúcar de Barrameda.

E 1310 e teuas Dug Breizh da Sanlúcar: e Spagn edo d'ar poent, o vont da zimeziñ gant an Infantez Izabel Kastilha, merc'h da Sancho IV Kastilha, ha c'hoar da Fernando IV. Gant ar weladenn-se e tigoras un hent entre Sanlúcar ha Breizh, hag a bouez e voe er XIVvet ha XVvet kantved.

Sanlúcar hag ar bed nevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1504: Hernán Cortés a lestras eus Sanlúcar da vont da aloubiñ Mec'hiko;
  • 1519: Ferdinando Magalhaes, a guitaas Sevilla d'an 10 a viz Eost 1519. Met ne guitaas Sanlúcar de Barrameda nemet d'an 20 a viz Gwengolo gant 237 martolod, 5 Breizhad en o zouez, war e bemp lestr, hag en o zouez ar Victoria, ar c'hentañ lestr a reas tro ar blanedenn en Istor
  • 1592 Pierre-Olivier Malherbe,