Hispaniola
Hispaniola (latinekadur diwar an anv spagnolek La Española) eo anv an enezenn en Antilhez Brasañ a zo rannet etre div Stad : Republik Haiti er c'hornôg anezhi hag ar Republik Dominikan er reter.
Un nebeud inizi bihan zo en-dro dezhi, ha stag outi.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur gorread a 73 930 km² zo dezhi, er c'hreisteiz d'an 20vet kensturienn. Un hed a 650 km zo dezhi eus ar c'huzh-heol d'ar sav-heol, hag ul led a 250 km eus an hanternoz d'ar c'hreisteiz.
Un tamm eus ar c'hevandir eo bet an enezenn. Menezioù zo, hag an uhelañ eo ar Pico Duarte (3 175 m), menez uhelañ an Antilhez penn-da-benn.
Er mervent e weler div aradennad-venezioù, unan en hanternoz, eben er c'hreisteiz, hag etrezo kompezenn Cul-de-Sac hag al Lenn Azuei en Haiti, hag al Lenn Enriquillo, kompezenn Neiba ha loc'h Rincon er Republik Dominikan. Eno e oa ur mor a ranne Hispaniola etre div enezenn. Sall eo an doureier-se, izeloc'h eget ar mor.