Mont d’an endalc’had

Pobl Taino Hispaniola

Eus Wikipedia
Strolladoù taíno en Antilhez a-raok donedigezh Europiz
Rouantelezhioù Hispaniola

Ar bobl taino (spagnoleg : taíno), an Dainoed, e oa ar bobl niverusañ en enez Hispaniola pan erruas Europiz eno. Dont a raent eus douar-bras Suamerika, eus aber ar stêr Orinoco. Mont a raent a enez da enez ken na zegouezhjont en enez Kuba, ha sujet e veze gante ar pobloù erruet en o raok, evel ar C'huanahatabeyed hag ar Ciguayed.
Tri rumm Tainoed zo, hervez an hendraourien : tud Hispaniola a vez lavaret Taínos clásicos ("Tainoed klasel") anezhe, ha damheñvel int ouzh Taínoed Puerto Rico ha re reter Kuba.

Pa zilestras ar c'hentañ moraerien deuet eus Europa e oa brezel o ren etre an Taínoed, re ar reter dreist-holl, en Antilhez Bihanañ, ha brezel a oa etreze hag ar Garibed, ur bobl arawak arall, anezho brezelourien un tamm mat feulsoc'h. Ar gevredigezh taino a oa renet gant ur roue, anvet kasik hervez ar ger spagnolek cacique, hag en devoa pep galloud. Pemp kasikelezh (cacicazgo) a oa en enez.

E 1508 e chome 60 000 taino e Hispaniola. E 1531, gant ar sklaverezh hag ar c'hleñvedoù e oa koazhet o niver pa ne chome nemet 600[1].

Aozet e oa an tainoed e digoadennoù, e-kreiz an douaroù. Daou seurt tier o devoa : bohíos hag a oa kelc'hiek, ha caneyos, bras ha hirgarrezek a oa ti ar c'hasik hag e goskor.
Kousket a raent e gweleoù ispilh gwiadet e kotoñs.

Pevar renkad a oa er gevredigezh :

  • ar c'hasik (guare),a oa penn ar yucayeque, ar meuriad ;
  • an nitaínos, uhelidi ar meuriad, anezho koskor ar c'hasik ha brezelourien ;
  • ar behiques, beleien ;
  • an naborias, a laboure an douar.

Pep kasigelezh a oa dizalc'h, dindan pep a gasik.

Ar c'hasikelezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kasigelezhioù Hispaniola a oa diazezoù politikel kentañ savet gant Tainoed Hispaniola, hag anvet Ayiti, Quisqueya, pe Bohio gante. Pan erruas ar Spagnoled kentañ e 1492 e oa pemp kasigelezh, pep a gasik en o fenn. Dindane e oa kasiked vihan, ha nitaínos, an uhelidi.

Sklaer ha resis e oa bevennoù pep kasigelezh, diazezet ma oant war elfennoù naturel evel stêrioù, menezioù, traoñiennoù ha plaenennoù.


Kasikelezh Marién

Kasiegezh Maguá

Kasikelezh Maguana

Kasikelezh Higüey

Kasikelezh Xaragua
• Marién

Kasikelezh Marién, e gwalarn an enez, rannet e 14 'nitaíno, a oa gouarnet gant ar c'hasik Guacanagarix, a oa o chom en El Guárico, tostik da Gabo Haitiano, en Haiti. Brezel a voe etre ar vro-se ha broioù ar gasiked Mairení ha Caonabo, kasik Maguana, evit ren e bro vojennel an doueez Madre Iermao ("Korf Maen"), a oa doueez kasikelezh Marién.

Er vro-se e oa, er Republik Dominikan : Dajabón, Montecristi, Santiago Rodríguez, Valverde ha darn eus Puerto Plata ; en Haiti : Artibonite, da departementoù ar C'hreiz, ar Biz, an Norzh hag ar Gwalarn.

• Maguá

Kasiegezh Maguá, e biz an enez, a oa gouarnet gant ar c'hasik Guarionex ha rannet etre 21 nitaíno'. Edo o fennlec'h tostik da Santo Cerro, e La Vega.

Er vro-se e oa, er Republik Dominikan : Proviñs Duarte, Espaillat, La Vega, María Trinidad Sánchez, Monseñor Nouel, Puerto Plata, Salcedo, Samaná, Sánchez Ramírez ha Santiago.

• Maguana

Kasikelezh Maguana, e-kreiz an enez, a oa rannet etre 21 nitaíno ha gouarnet gant ar c'hasik Caonabo.

Er Republik Dominikan e oa Azua, Baoruco, Elías Piña, La Vega, Peravia, San Cristóbal, San José de Ocoa, San Juan ha Santiago.

• Higüey

Kasikelezh Higüey, e gevred an enez, en em astenne etre Cabo Engaño hag ar río Haina ; gouarnet e oa gant ar c'hasik Cayacoa ha rannet etre 21 nitaíno. Edo ar penngêr el lec'h m'emañ Salvaleón de Higüey hiriv.

Atabeira ("Mmm ar maen orin") e oa anv an doueez-vamm.

Er vro e oa, er Republik Dominikan : Distrito Nacional, El Seibo, Hato Mayor, La Altagracia, La Romana, Monte Plata ha San Pedro de Macorís.

• Xaragua

Kasikelezh Xaragua a oa gouarnet gant ar c'hasik Bohechío, a varvas e 1502, ha rannet etre 26 nitaíno. War-lerc'h Bohechíoe e renas e c'hoar Anacaona.

Er Dominikan edo Bahoruco, Barahona, Independencia ha Pedernales ; en Haiti edo Artibonito, Grand'Anse, Nippes, ha departamantoù ar Gevred, ar Su hag ar C'hornôg.

Ur gêriadenn daino adsavet e Hispaniola

Liesdoueidi e oa an Dainoed. O fenndoue e oa Yocaju Bagua Maorocoti, mab d'an doueez Atabey Yermao Guacno Macvayo.

Diduamantoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An dañs (areíto) hag ar sonerezh, ar c'hoari bolotenn (batú), c'hoariet en un dachenn anvet batey.

Gant ar c'hoari batú e voe sachet evezh an drevadennerien spagnol. Gant gom, delioù ha rousin e oa graet ar volotenn, ha dianav e oa ar seurt c'hoariell en Europa. C'hoariet e veze gant daou skipailh ennañ betek 30 den (paotred ha merc'hed) a ranke derc'hel ar volotenn er vann gant o divskoaz, o ilinoù, ha gant pep lodenn eus ar c'horf nemet an daouarn.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (es) Las Casas, Bartolomé de (1552) : Brevísima relación de la destrucción de las Indias, SARPE, 1986 (ISBN 978-84-7700-006-8)
  • (fr) Nau, Émile (1854)  : Histoire des Caciques d'Haïti, British Library, 2012 (ISBN 978-1-249-02403-3)
  1. (es) Bartolomé de Las Casas (1552) : Brevísima relación de la destrucción de las Indias.