Anacaona
Anacaona (1464-1504) a oa rouanez pobl Taino Bro Xaragua, unan eus pemp rouantelezh Enez Kiskeya, pe Hispaniola (an enez a zo rannet hiriv etre Haiti hag ar Republik Dominikan), goude marv he breur Bohechio, roue Xaragua. Krouget e voe war urzh ar gouarnour spagnol Nicolás de Ovando en 1504. Dimezet e oa d'ar roue Caonabo, a rene e Maguana, ar vro amezek. He breur hag he fried a oa daou eus ar pemp pennroue a rene en Hispaniola pa erruas ar Spagnoled e 1492.
Brudet e oa he c'hened, hag he spered, ha brudet e oa evel barzhez. Barzhonegoù a ouie dre an eñvor hag o dibunañ a rae dirak ar bobl e lidoù relijiel anvet anvet "areítos".
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e Maguana, ar rouantelezh (cacicazgo e spagnoleg) ma rene he breur, en 1474.
Pa degouezhas Kristof Koulm e 1496 e voe breud etrezañ hag Anacaona hag he breur Bohechío, a seblant bezañ a-renk ganti. Meneget eo an dro gant Bartolomé de las Casas en e Historia de las Indias, ma weler Koulm o c'houlenn kaout boued ha kotoñs digant broiz evit e vartoloded.
Plijus e voe an emgav-se, hervez an oberour. Un toullad mizioù goude e tegouezhas Koulm en-dro gant ul lestr da gargañ ul lodenn eus an truaj. Anacaona ha Behechío a veajas ur pennadig war al lestr, pedet gant Koulm, e-kichen al lec'h m'emañ Port-au-Prince hiriv, e Bae Gonâve.
Mervel a reas he breur Bohechio, ha setu Anacaona da gemer e lec'h ha da ren e Xaragua.
Pan erruas Colomb en enez en kerzu 1492, Anacaona a ziskouezas bout ranell o welout an traoù kaer a ouie ober ar Spagnoled, rak kavout a rae dezhi e oant desket bras ha dornet mat. Koulskoude, pa welas petra a raent d'ar maouezed karib e reas ur soñj all diwar o fenn. Dont a reas a-benn da ober d'he fried Caonabo kas an dud-se kuit eus an enez. War a seblant he devoa komprenet e oa ar Spagnoled o laerezh o douaroù hag o sklaviñ ar bobl, evel ma rejont adarre e Mec'hiko gant Moctezuma II, goude kaset o zaol da vat en enez.
Pa zistroas Koulm d'an 28 a viz Du 1493, e kavas e oa bet distrujet kreñvlec'h La Navidad (Nedeleg e brezhoneg) ha lazhet an 39 den a oa o chom ennañ.
Marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kinniget e oa bet dezhi dont da vezañ serc'h Alonso de Ojeda pe d'ur Spagnol all en eskemm d'he buhez. Nac'hañ a reas. Fuzuilhet e voe he harperien hag hi a voe krouget dirak an holl.
Gouarnour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un toullad bloavezhioù goude, e klevas Nicolás de Ovando, gouarnour an enez, edo Anacaona en sell da ober brezel d'an drevadenn spagnol. Kemenn a eure Nicolás de Ovando da Anacaona edo o vont da g-Cacicazgo Xaragua d'ober ur gwel d'he fobl. Hag eñ degouezhout gant ouzhpenn tri c'hant hanter-kant den, ha graet lid dezho war an ton bras. Pa oa an holl er gouel, ez eas gwazed Ovando da c'hwezhañ an tan e ti ar penn (caney).
Anacaona he devoa ur verc'h, anvet Higuemota, nemet n'ouzer ket pegoulz e oa ganet na marvet.
War he lerc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ul laz Kubanezed zo anvet : Anacaona (laz)
- Ur valafenn zo anvet Anacaona sphaerica
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bartolomé de las Casas
- Peter Martyr d'Anghiera: De Orbe Novo
- Samuel M. Wilson: Hispaniola - Caribbean Chiefdoms in the Age of Columbus. The University of Alabama Press, 1990. ISBN 0817304622.
- Alicia Castro, Anacaona, Econ, 2002, ISBN 3430117526