Pobl Taino Hispaniola
Ar bobl taino (pe taíno hervez ar spagnoleg), pe an Dainoed, e oa ar bobl niverusañ en enez La Española pan erruas an Europeaned eno. Dont a raent eus douar-bras Suamerika, eus aber ar stêr Orinoco. Mont a raent a enez da enez ken na zegouezhjont en enez Cuba, ha sujet e veze gante ar pobloù erruet a-raok dezho, evel ar guanahatabeyed hag ar ciguayed. Tri rumm anezho zo, hervez an hendraourien : tud La Española a vez lavaret taínos clásicos (tainoed klasel) anezhe, ha damheñvel int ouzh taínoed Puerto Rico ha reter Cuba.
Pa zilestras ar c'hentañ moraerien deuet eus Europa e oa brezel o ren etre an taínos —re ar reter dreist-holl, en Antilhez Bihanañ, ha brezel a oa etreze hag ar Garibed, ur bobl arwakek arall, anezho brezelourien un tamm mat feulsoc'h. Ar gevredigezh taino a oa renet gant ur roue, pe kasik (hervez ar ger spagnolek cacique), hag en devoa pep galloud. Pemp rouantelezh, pe kasikiezh (pe cacicazgo hervez ar spagnoleg) a oa en enez.
E 1508 e chome 60 000 taíno en La Española. E 1531, gant ar sklavelezh hag ar c'hleñvedoù e oa koazhet o niver pa ne chome nemet 600.[1]
Taolenn
Kevredigezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Aozet e oa an taínos e digoadennoù, e-kreiz an douaroù. Daou seurt tier o devoa: ar bohío a oa kelc'hiek, hag ar c'h-caney, bras ha hirgarrezek a oa ti ar c'hasik hag e goskor. Kousket a raent e gweleoù ispilh gwiadet e kotoñs.
Pevar renkad a oa er gevredigezh:
- ar c'hasik, pe cacique ―pe guare―, penn ar meuriad (pe yucayeque);
- an nitaínos, uhelidi ar meuriad, anezho koskor ar c'hasik ha brezelourien;
- ar behiques, beleien ; ha
- an naborias, a laboure an douar .
Pep cacicazgo a oa dizalc'h, dindan pep a gasik, pe roue.
Ar rouantelezhioù (cacicazgos)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rouantelezhioù Hispaniola (cacicazgo eo ar ger implijet e spagnoleg) a oa diazezoù politikel kentañ savet gant Tainoed Hispaniola, hag anvet Ayiti, Quisqueya, pe Bohio gante. Pan erruas ar Spagnoled kentañ e 1492, e oa pemp cacicazgos, pep a gasik en o fenn. Dindane e oa kasiked vihan, ha nitaínos, an uhelidi.
Bevennoù pep cacicazgo a oa sklaer ha resis, diazezet war elfennoù naturel elements evel stêrioù, menezioù, traoniennoù, plaenennoù. This made it possible to establish the extent of each territory.[2] Each was divided into cacique nitaínos, subdivisions headed by the cacique helpers. The entries below relate the territory of each former cacique to the modern-day departments of Haiti and the provinces of the Dominican Republic.
-->
Marién[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Cacicazgo Marién, e gwalarn an enez, rannet en 14 nitaíno, a oa gouarnet gant ar c'hasik Guacanagarix a oa o chom en El Guárico, tostik da Cabo Haitiano, en Haití. Brezel a voe etre ar vro-se ha broioù ar gasiked Mairení ha Caonabo, kasik Maguana, evit ren e bro vojennel an doueez Madre Iermao, a oa e cacicazgo Marién. La Madre Iermao (korf maen) e oa doueez cacicazgo Marién.
Er vro-se e oa:
- en Haiti
- Artibonite
- Département du Centre
- Département du Nord-Est
- Département du Nord-Ouest
- Département du Nord
Maguá[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Cacicazgo Maguá, e biz an enez, a oa gouarnet gant ar c'hasik Guarionex, ha rannet en 21 nitaínos. Edo o fennlec'htostik da Santo Cerro, en La Vega.
Er vro-se e oa:
- Proviñs Duarte
- Espaillat
- La Vega
- María Trinidad Sánchez
- Monseñor Nouel
- Puerto Plata
- Salcedo
- Samaná
- Sánchez Ramírez
- Santiago
Maguana[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Cacicazgo Maguana, e-kreiz an enez, a oa rannet etre 21 nitaíno ha gouarnet gant ar c'hasik Caonabo.
Higüey[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Cacicazgo Higüey, e gevred an enez, a en em astenne etre Cabo Engaño hag ar río Haina, a oa gouarnet gant ar c'hasik Cayacoa ha rannet etre 21 nitaíno. Edo ar penngêr el lec'h m'emañ Salvaleón de Higüey hiriv.
Atabeira (‘mamm ar maen orin’) e oa anv an doueez-vamm.
Er vro e oa al lec'hioù-mañ :
Xaragua[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Cacicazgo Xaragua a oa gouarnet gant ar c'hasik Bohechío, a varvas e 1502, ha rannet etre 26 nitaínos. War-lerc'h Bohechíoe renas e c'hoar Anacaona.
- en Haiti
Sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Relijion[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liesdoueidi e oa an Dainoed. O fenndoue e oa Yocaju Bagua Maorocoti, mab d'an doueez Atabey Yermao Guacno macvayo.
Diduamantoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An dañs, pe areíto, hag ar sonerezh,
- ar c'hoari bolotenn, pe batú, c'hoariet en un dachenn anvet batey.
Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Las Casas, Bartolomé de (1552) Brevísima relación de la destrucción de las Indias, Axel Springer ISBN 84-7700-006-9 SL
- Fombrun, Odette Roy (2006) History of my country, Haiti 1 ISBN 978-99935-0-133-6
- NAU, Charles Emile, baron (1854) "Histoire des Caciques d'Haïti" ISBN 99935-37-18-7
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Bartolomé de Las Casas ,(1552): «Los reinos que había en la isla Española», capítulo del libro Brevísima relación de la destrucción de las Indias, publicado en el sitio web Ciudad Seva.
- ↑ Spagnoleg Las Casas, Bartolomé de (1552),A Short Account of the Destruction of the Indies "Los reinos que había en la isla Española"