Cristina di Lorena

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Cristina di Lorena
Aozer dianav
Museo Galileo, Firenze
Ardamezioù
Cristina de Lorena
evel arc'hdugez Toskana

Cristina di Lorena, pe Christine de Lorraine, a oa ur briñsez eus Loren, ganet e Bar-le-Duc e 1565, ha marvet e Firenze e 1637. Dugez-veur Toskana e voe goude dimeziñ da Ferdinando Iañ de' Medici.

Merc'h e oa da Charlez III (Dug Loren) ha da Claude de Valois. He mamm a oa merc'h da Herri II, roue Bro-C'hall ha da Caterina de' Medici.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskennidi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv Ganedigezh Marv Notennoù
Cosimo 12 a viz Mae 1590 28 a viz C'hwevrer 1621 Dimezet da Maria Magdalena Aostria (1589-1631), c'hoar d'an impalaer Ferdinand II an Impalaeriezh Santel
Eleonora 1591 1617
Caterina 2 a viz Mae 1593 17 a viz Ebrel 1629 Dimezet da Ferdinando Gonzaga, dug Mantova
Francesco 1594 1614
Carlo 1595 1666 Kardinal
Filippino 9 a viz Ebrel 1598 3 a viz Ebrel 1602
Lorenzo 1599 1648
Maria Maddalena 1600 1633 Distummet e oa pa oa ganet, en ur gouent e tremenas he buhez
Claudia 1604 1648 Dimezet da Federico della Rovere, dug Urbino, ha, diwezhatoc'h, addimezet d'an arc'hdug Leopold V Aostria

Poltredoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Alexandre Dumas, Claude Schopp, Les Médicis — Splendeur et décadence d'une dynastie, Vuibert, Paris 2012, ISBN 978-2-311-01187-6
  • Marcello Vannucci, Le donne di casa Medici, Newton Compton Editori, Roma 1999, adembannet e 2006, ISBN 88-541-0526-0 (it)