Mont d’an endalc’had

Herri II (Bro-C'hall)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Herri II a Vro-C'hall)
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !
Herri II
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Bro-C'hall Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denHenri II Kemmañ
Anv-bihanHenri Kemmañ
Anv-familhValois-Angoulême Kemmañ
Titl noblañsdug, roue Bro-C'hall Kemmañ
Deiziad ganedigezh31 Meu 1519 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSaint-Germain-en-Laye Kemmañ
Deiziad ar marv10 Gou 1559 Kemmañ
Lec'h ar marvHôtel des Tournelles Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvsepsis Kemmañ
Lec'h douaridigezhBasilica of Saint-Denis Kemmañ
TadFrañsez Iañ Kemmañ
MammKlaoda Bro-C'hall Kemmañ
Breur pe c'hoarFrañsez III, Charles II de Valois, Duke of Orléans, Madeleine of Valois, Marc'harid Bro-C'hall, dugez Berry, Charlotte de Valois Kemmañ
PriedCaterina de' Medici Kemmañ
Kompagnun(ez)Diane de Poitiers, Filippa Duci, Janet Stewart, Nicole de Savigny Kemmañ
FamilhTiegezh Valois Kemmañ
Den heverkGuillaume Budé, Philipp Melanchthon Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
Kargroue Bro-C'hall Kemmañ
Lec'h labourMadrid, Pariz Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
A wiskParade Armour of Henry II of France Kemmañ
Kleñvedone-eyed Kemmañ
Perc'henn warDiana of Versailles, Chateau-Neuf de Saint-Germain-en-Laye, Parade Armour of Henry II of France Kemmañ
Prizioù resevetOrder of Saint Michael, Order of the Garter Kemmañ
Present in workMary, Queen of Scots Kemmañ
Deskrivet dreHerri II a Frañs Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadStädel Museum Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Herri II, roue Bro-C'hall (1519-1559)

Herri II, ganet d'an 31 a viz Meurzh 1519 e Saint-Germain-en-Laye, marvet d'an 10 a viz Gouere 1559, a oa roue Bro-C'hall.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eil mab Frañsez Iañ, roue Bro-C'hall, ha Klaoda Bro-C'hall, merc'h henañ Anna Breizh ha dugez Breizh a-berzh he mamm, e oa Herri II.

Spagn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus 1526 da 1530 e chomas prizoniad Karl V e Spagn gant e vreur Frañsez, e-lec'h o zad Frañsez Iañ.

Daofin ha Dug Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-lerc'h marv e vreur henañ an daofin Frañsez e 1536 e voe lakaet war un dro da Zaofin ha da Zug Breizh, hogen ne voe ket kurunennet evel e vreur, an dug kurunennet diwezhañ a voe e Breizh.

Roue Bro-C'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roue Bro-C'hall e voe Herri war-lerc'h marv e dad Frañsez Iañ a Vro-C'hall etre 1547 ha 1559.

Dimeziñ a reas da g-Caterina de' Medici e miz Here 1533. E-touez ar vugale a c'hanas, 3 a zeuas da vezañ rouaned Bro-C'hall : Frañsez II, Charlez IX ha Herri III. Brudet eo e garantez ouzh e serc'h Diane de Poitiers.

Kenderc'hel a reas Herri II gant ar brezel ouzh Karl V hag ouzh Bro-Saoz. E 1558 e voe skarzhet ar Saozon diouzh Calais. Sinet e voe ar peoc'h gant feur-emglev Cateau-Cambrésis e miz Ebrel 1559 etre Herri II, Elesbed Iañ, rouanez Bro-Saoz, ha Fulup II, Roue Spagn. Diwar-se e voe ret da Vro-C'hall dilezel Italia.

Dindan ren Herri II e voe krouet ar Chambre ardente, e karg da varn an disivouderien.

E varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gouelioù a voe aozet evit lidañ war un dro peoc'h Cateau-Cambrésis hag an euredoù div verc'h ar roue sinet da-heul : hini Marc'harid Bro-C'hall, dugez Berry, c'hoar Herri II, da Emmanuel Philibert, dug Savoia, ha hini Elesbed Bro-C'hall gant roue Spagn, Fulup II (Spagn).

D'an 30 a viz Even, e-korf un tournamant, e voe gloazet Herri II gant un taol goaf digant an dug Montgomery. Ar roue a varvas d'an 10 a viz Gouere 1559.

E vugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En e raok:
Frañsez Iañ
Rouaned Bro-C'hall

15471559
War e lerc'h:
Frañsez II