Marc'harid Bro-C'hall (1523-1574)
Neuz
Marc'harid Bro-C'hall, dugez Berry
| Reizh pe jener | plac'h |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Anv-bihan | Marguerite |
| Anv-familh | talvoud ebet |
| Titl noblañs | Dukes of Berry |
| Deiziad ganedigezh | 5 Mez 1523 |
| Lec'h ganedigezh | Saint-Germain-en-Laye |
| Deiziad ar marv | 15 Gwe 1574 |
| Lec'h ar marv | Torino |
| Lec'h douaridigezh | Sacra di San Michele |
| Tad | Frañsez Iañ |
| Mamm | Klaoda Bro-C'hall |
| Breur pe c'hoar | Charlotte de Valois, Madeleine of Valois, Charles II de Valois, Duke of Orléans, Herri II, Frañsez III |
| Pried | Emanuele Filiberto Savoia (1528-1580) |
| Bugel | Carlo Emanuele Iañ Savoia |
| Familh | Tiegezh Valois |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Micher | brientin |

Marguerite de Valois, anavezet ivez evel Marc'harid Bro-C'hall, ( Saint-Germain-en-Laye, 1523 - Torino, 14 a viz Gwengolo 1574) a oa ur briñsez c’hall a voe dugez Berry (1553-1574) ha dugez Savoia (1559-1574).
Ganet e oa bet d’ar 5 a viz Mezheven 1523 e Saint-Germain-en-Laye, e-kichen Pariz, merc’h yaouankañ ar roue Frañsez Iañ hag e bried kentañ, Klaoda Bro-C'hall (1499-1524). Merc’h-vihan e oa da Anna Breizh ha Loeiz XII eta. C’hoar e oa da Frañsez III (dug Breizh) ha da Herri II, roue Bro-C'hall.
Mervel a reas Marc’harid d’ar 14 a viz Gwengolo 1574 e Torino, kêr-benn dugelezh Savoia hag eno e voe douaret.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas e 1559 gant Emanuele Filiberto Savoia (1528-1580), dug Savoia. Ur mab o devoe :