Filippa Duci

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Filippa Duci, pe Ducci (anvet Philippa Desducs e galleg), itron Couy, ganet en 1520 ha marvet en 1586 en Touren, a oa ur gourtizanez italian a renk uhel, pried-kleiz an daofin gall Henri, a voe roue Bro-C'hall evel Herri II (Bro-C'hall).

Ganet e oa e Moncalieri e 1520. Merc'h e oa da Gian Antonio Duci.

E miz Du 1537, e-pad Eizhvet Brezel Italia, e tremenas an daofin Herri un toullad novezhioù e Moncalieri, e ti e skoedour, breur Filippa. Plijout a reas an daofin da Filippa a zeuas da vout e bried-kleiz. Genel a reas an Italianez ur plac'hig, en 1538, e Pariz, anvet Diana, anvet evel-hen abalamour d'e vestrez Diane de Poitiers.

Mervel a reas e Teurgn a-raok Here 1586.