Feur-emglev Cateau-Cambrésis

Eus Wikipedia

Feur-emglev Cateau-Cambrésis a vez lavaret eus daou feur-emglev sinet gant Bro-C'hall e beg Ebrel 1559 e Cateau-Cambrésis, un 20 km er c'hreisteiz da gêr Cambrai. An eil a voe sinet d'an 2 a viz Ebrel 1559 etre Bro-C'hall ha Bro-Saoz, ma rene Elesbed Iañ, ha d'an 3 gant Spagn, ma rene Felipe II, ha dugelezh Savoia. Fin a voe lakaet gantañ d'ar bec'h a oa savet etre Bro-C'hall en un tu ha Spagn hag an Impalaeriezh santel en tu all, an div stad a oa bet renet gant Karl V an Impalaeriezh Santel. Lavaret e vez anezhañ eo ar feur-emglev pouezusañ bet sinet etre stadoù er XVIvet kantved. Padout a reas an emglev e-pad ouzhpenn kant vloaz. Goude-se e rankas Bro-C'hall paouez da lakaat he fri en aferioù Italia, ha kreskiñ a reas pouez Spagn en Europa.