Thierry Iañ

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
poltred Thierry Iañ, savet en XVIIIvet kantved
E glas, rouantelezh Thierry Iañ e 511

Thierry Iañ, pe Theodorig Iañ (war-dro 485-534) a oa roue ar Franked, asambles gant e hantervreudeur, adal 511 betek 534.

Mab e oa da Hlodwig Iañ ha d'ur vaouez dianv, moarvat ur briñsez frank. Pa varvas e dad e 511 e voe roet an hanter eus rouantelezh ar Franked dezhañ, pa oa rannet an hanter all etre tri mab Hlodwig ha Klotilde : Klodomir, Childebert ha Klotar.

Goude marv Klodomir e 524 e voe lakaet Auxerre ha Troyes dindan e c'halloud.