Childebert Iañ

Eus Wikipedia

Childebert Iañ, pe Hildebert, « Emgann skedus» e henfrankeg (497-558), a oa roue Pariz, war-dro 511-558.

Ganet e oa e war-dro 497 e Reims, ha marvet d'an 23 a viz Kerzu 558 e Pariz. Roue Pariz e voe adal 511, ha roue Orléans adal 524, betek e varv e 558.

Pevare mab Hlodwig Iañ e oa, hag an trede (diwar pevar) eus ar re en doe e dad digant e bried Hlotilde.

Goude marv Hlodwig[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 511, goude marv Hlodwig, e voe rannet ar rouantelezh etre ar pevar mab : gant an henañ, Thierry, ez eas an hanter, ha gant tri mab Hlotilde ez eas an hanter all, a voe rannet etrezo: gant Childebert ez eas rouantelezh Pariz, da lavarout eo an douaroù a glote gant Normandi, Akitania er c'hreisteiz d'al Liger.

En 523-524 e c'houlennas Hlotilde digant he mibien, Childebert hag e zaou vreur, mont da vrezeliñ ouzh Burgonded ar roue Sigismond. Thierry I, dimezet d'ur verc'h d'ar roue burgond, ha ne oa ket mab Hlotilde, ne voe ket ret dezhañ mont.

Goude marv e vreur Hlodomir, roue Orléans, lazhet en emgann Vézeronce, e pedas Hlotar Iañ, roue Soissons, da zont da Bariz d'ober un emglev: hennezh a oa dimezet d'e c'hoar-gaer Gondioque, intañvez Hlodomir. Dre ma felle dezho teurel o c'hrabanoù war rouantelezh o breur marv hag a oa da vezañ rannet etre o nizien, e kavjont aesoc'h touzañ ha lazhañ ar vugale-se. Arouez ar roueelezh e oa ar blev hir gant ar Franked, ha pa vezont troc'het e kreskont adarre, ha setu ma c'halle an nized Thibaut, Gunthar ha Clodoald dont un deiz da c'houlenn o rouantelezh en-dro.

Neuze e kasjont Arcadius, davet Hlotilde gant ur sizailh hag ur c'hleze noazh.