Mont d’an endalc’had

Childerig III

Eus Wikipedia
Ur pennad Childerig zo ivez.

Childerig III, ganet war-dro 714 ha marvet war-dro 755, a oa roue ar Franked, e Neustria, Burgondia hag Aostrazia etre 743 ha 751. N'ouzer ket da biv e oa mab, met gwelet eo evel ar merovead diwezhañ.

N'eus meneg ebet eus e dud en dihelloù. Al Liber historiæ Francorum a achu gant ar bloaz 725, ha Chronique de Frédégaire, skrivet gant Childebrand, eontr da Pepin Grenn, a chom hep skrivañ ger war an afer.

Martezeennoù zo bet steuet avat:

Le Dernier des Mérovingiens gant Évariste-Vital Luminais, Musée des Beaux-Arts (Carcassonne), XIXvet kantved.

Goude marv Thierry IV en 737 ne oa den eus tierniezh Merove da lakaat ar gurunenn war e benn, ma voe laosket ar vro diroue gant maer ar palez Aostrazia, Karl Martel. E-pad seizh vloaz e voe merket ar bloaz 737 war an holl baperoù.