Mont d’an endalc’had

Hlodwig I

Eus Wikipedia
(Adkaset eus C'hlodwig Iañ)
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !
Hlodwig Iañ
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezhioù ar Franked Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denChlodovechus Kemmañ
Anv-bihanClovis, C'hlodwig Kemmañ
Titl noblañsRoue ar Franked Kemmañ
Deiziad ganedigezh466 Kemmañ
Lec'h ganedigezhtalvoud dianav Kemmañ
Deiziad ar marv27 Du 511 Kemmañ
Lec'h ar marvPariz Kemmañ
Lec'h douaridigezhAbbey of St Genevieve Kemmañ
TadChilderig Iañ Kemmañ
MammBasina Kemmañ
Breur pe c'hoarAudofledis, Lanthilde, Aboflede Kemmañ
PriedHlotilde, frankish princess Kemmañ
FamilhMeroveed Kemmañ
Michermonark Kemmañ
KargRoue ar Franked, konsul Kemmañ
RelijionPaganiezh c'herman, kristeniezh Kemmañ
PrantadLow Roman Empire, late antiquity Kemmañ

C'hlodwig, pe Hlodwig (war-dro 46627 a viz Du 511), a oa roue ar Franked Salian, war-lerc'h e dad Childerig Iañ, war-dro 480 goude Jezuz-Krist, en ur vro er c'hornôg d'ar stêr Roen, en-dro da gêr Tournai. Eñ eo ar roue frank kentañ a unvanas ar meuriadoù frank en-dro dezhañ. Dont a reas a-benn da astenn e veli war an darn vuiañ eus Galia. Gwelet e vez gant an istor ofisiel gall evel kentañ roue Bro-C'hall. Dont a reas e anv da vezañ skrivet Louis e galleg ha Loeiz e brezhoneg.

Hlod a zo evit brud ha wig evit emgann e henc'hermaneg. Stumm alamanek hiriv: Ludwig ha stumm latinaet : Ludovicus. Penn al lignez roueed kentañ e Bro-C'hall eo bet Hlodwig, anvet Meroveed diwar anv un tad-kozh.

Badeziant Hlodwig I, taolenn gant Mestr Saint Gilles, 1500. Gallery of Art, Washington.

Galia e dibenn ar Vvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E dibenn ar Vvet kantved goude Jezuz-Krist e oa aet beli an Impalaeriezh roman da get e Galia. Meur a bobl c'herman, a veze graet Barbared anezho, a oa o ren e rouantelezhioù bihan.

Koulskoude e oa chomet milourien galian-roman hag a oa mestr war pastelloù-bro zo, evel hini Soissons e-lec'h ma rene Syagrius.

Hlodwig, mab da Hilderik I ha da vBasina, a zeuas da vezañ roue war ur rouantelezh tro-dro da Tournai e Belgia a hiriv.

Dimeziñ ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant ur vaouez dianv :

Dimezet e oa da Glotilde.